Raktres-lezenn Paul Molac war ar yezhoù : an tabutoù war-eeun

Adalek 9 eur, diriaou 8 a viz Ebrel, e vo kinnig-lezenn Paul Molac war ar yezhoù dirak kambr ar gannaded. Gortozet-tre eo an destenn-se gant difennerien yezhoù Frañs. Evit bezañ kadarnaet e ranko bezañ votet gant ar Vodadenn vroadel dres evel ma oa bet gant ar Sened e miz Kerzu 2020.

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

"Fiziañs ‘m eus e c’hello an destenn bezañ votet gant ar gannaded ha kadarnaet, eme Paul Molac. Aet eo ar speredoù war-raok abaoe ma c’hinnig lezenn kentañ e 2015. Met labour pedagogiezh a zo da gas da benn c’hoazh gant ma c’heneiled."

Pevar fennad, enno meur a rannbennadoù, a chom e testenn ar c’hannad diwar ar seizh a oa evit al lennadenn gentañ, e miz C’hwevrer 2020. Er Vodadenn vroadel e oa bet lemmet kuit ar braz eus an destenn, dreist-holl ar pennadoù a denne d’ar c’helenn. Lod diouto a zo bet ouzhpennet en-dro gant ar Sened e miz Kerzu 2020. Spi zo bremañ gant Paul Molac ha gant an difennerien e vo votet an destenn evel m'emañ.

Ar c'helenn, mil a-bouez 

Evit ar c'hannad eo a-bouez bras e vefe votet estreget ar melladoù a denn d'ar glad. "Ma ne vez ket kaset war-raok ar c'helenn, ne vo ket posubl saveteiñ hor yezhoù", a gendalc'h Paul Molac. Setu perak e klasko lakaat da votiñ en-dro ar mellad a redife an tiez-kêr da baeañ ar skodenn-skol d'ar skolioù kevredigezhel evel Diwan pe Seaska, evit kement bugel a zibab mont d'ar skol en ur gumun-all. Bountañ a raio ivez evit ma vefe aotreet an hentennoù kelenn dre soubidigezh er skolioù publik ha kinniget ar c'helenn divyezhek d'an holl familhoù o deus c'hoant. "E Breizh ez eus 7% hepken eus ar skolidi o teskiñ brezhoneg. Padal, hervez ur sontadeg, e vefe ar c'hoant-se gant 40% eus ar familhoù. Ret eo respont d'ar goulenn-se." 

An tabutoù a c’heller heuliañ amañ, war-eeun war lec’hienn internet ar vodadenn vroadel.

Gant dilennidi ar brasañ niver, baleerien LREM, e vez rebechet da gannad ar Morbihan bezañ dibabet skrivañ an destenn e unan, ha kinnig anezhi e anv e strollad Frankizoù ha tiriadoù, hep bezañ labouret gant ar gouarnamant hag Ministrerezh an Deskadurezh-Stad da skouer. Dibosubl e oa hervez kannad Ploermael, evel ma zispleg deomp er video-mañ.

Abaoe meur a sizhunvezh emañ ar c’hevredigezhioù a zifenn ar yezhoù o klask kendrec’hiñ ar gannaded da votiñ a-unan gant Paul Molac ha da skrivañ el lezenn ar gwir da gelenn dre soubidigezh, da skouer. Respontoù an dilennidi a gaver war ar gartenn da heul :

https://padlet.com/elternbilinguisme/nqgc993dmle7r0ai?fbclid=IwAR1IubJgWBe-vj_M7Mh3LzkeziZ_ctZYLL_v60HmF1fld5FMwbnBmVh6PB8

Ma vez kadarnaet ar raktres-lezenn e rankfe ivez ar sinoù diakritek evel an dildenn (~) bezañ aotreet e servijoù marilh ar boblañs. Peadra da vroudañ familhoù e-leizh da reiñ an anv Fañch d’o bugale.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information