Tañva brezhoneg e skolioù Penn-ar-Bed : krennañ pe ledanaat ar c'hinnig ?

8000 bugel o devez tro da heuliañ kentelioù brezhoneg e skolioù Penn-ar-Bed. Evit an distro-skol a zeu eo nec'het ar peder c'hevredigezh a ra war-dro ar c'helenn-se rak ne vefe kinniget nemet d'ar skol-vamm, hervez ar steuñv nevez kinniget gant Ensellerezh akademiezh an departamant.


Petra vo dazont ar prantadoù tañva d'ar brezhoneg a vez kinniget da 8000 bugel bennak e skolioù publik Penn-ar-Bed ? Setu ar goulenn zo bet savet en ul lizher gant ar c'hevredigezhioù Sked, Mervent, KLT hag An Oaled, ouzh ensellerez akademiezh Penn-ar-Bed, Carole Lombardi-Pasquier.

"Hervez ar steuñv a vez goulennet diganeomp sinañ e vefe kinniget an eurvezh brezhoneg-se d'ar vugale skol-vamm hepken, a zispleg Yannick Menguy, rener ar gevredigezh Mervent. Padal e oa ar bloaz-mañ 2500 skoliad bennak oc'h heuliañ ar c'hentelioù-se etre ar CP hag ar CM."

Ar c'hentelioù tañva-se a vez kinniget gant kelennerien tutet gant peder c'hevredigezh hag arc'hantaouet e vezont gant departamant Penn-ar-Bed evit an hanter, ha gant Rannvro Breizh hag ar c'humunioù evit an hanter-all. Miliadoù a skolidi eus ar skol-vamm d'ar CM2 o deus bet tro da glevet brezhoneg a-drugarez d'ar steuñv-se abaoe kazi ugent vloaz. Met war-nes cheñch krenn emañ an traoù.


Kevezerezh etre brezhoneg ha saozneg


Hervez Solange Creignou, besprezidantez kuzul departamant Penn-ar-Bed, e vefe ur c'helc'hlizher embannet e 2017 e kaoz. "Lakaat a ra ar yezhoù rannvroel war ar memes live hag ar yezhoù estren, ar saozneg da skouer, emezi. Anat eo, ma rank ar gerent dibab etre brezhoneg ha saozneg ez aio ar braz anezho war zu ar saozneg. Arabat enebiñ an div yezh. Betek hen e veze desket anezho o div gant ar vugale ha mont a rae mat en-dro."

An emglev gant an Deskadurezh Stad a zo chomet a sav e fin ar bloavezh 2019. E fin miz Meurzh e oa bet raktreset un emgav etre servijoù an departamant ha re an ensellerez akademiezh. Nullet eo bet abalamour d'ar prantad kraouiñ divizet da dalañ ouzh ar C'hovid-19 hag aet eo an Deskadurezh Stad war-raok, oc'h heuliañ strizh ar c'helc'hlizher war a seblant. "Lizhiri zo bet kaset d'an tiez-kêr da zisplegañ dezho ar reolennoù nevez hag an dibaboù d'ober", eme Solange Creignou.


Ur bloavezh da sevel ur steuñv nevez


En o lizher e c'houlenn neuze ar c'hevredigezhioù e vefe kendalc'het evel a-raok e-pad ur bloavezh ouzhpenn, ha komzet evit kas an traoù war raok. "N'eo ket bet resevet al lizher gant hor servijoù", a respont an Ensellerezh akademiezh da heul hor goulennoù. "Respontet e vo pa vo bet lennet al lizher".

Skrivet he deus ivez Nathalie Sarrabezolles, prezidantez ar c'huzul-departamant, da rektor akademiezh Roazhon, Emmanuel Ethis, a-benn eskemm war an danvez-se. Ul lizher chomet direspont betek-hen.


Ledanaat an tañva da holl skolidi Penn-ar-Bed


"Ar prantadoù tañva-se a zo un doare da lakaat bugale n'emaint ket e klasoù divyezhek nag e skolioù Diwan da glevet brezhoneg ivez, eme Solange Creignou. Ul lodenn a-bouez eo eus ar Brastres yezh votet gant an departamant e 2016. Embannet hon eus ar youl da ledanaat an tañva-se d'an holl skolidi en departamant, en ur gregiñ gant ar re CE2-CM, evit ma c'hellfent dibab an opsion da heul er skolaj. Aze e vefe kaset ar raktres-se war-gil e plas mont war-raok".

Evit ar c'hevredigezhioù eo nec'hus ar cheñchamant-se war dachenn ar yezh, evel-just, met war al live sokial. "Ma vez dilezet an tañva er c'hentañ derez e vo kollet un drederenn eus hon eurvezhioù ganeomp, a gendalc'h Yannick Menguy. An dra-se a dalvezfe lezel kelennerien da vont, siwazh. Nec'het bras omp rak ur sin fall ouzhpenn e vefe evit plas ar brezhoneg er skolioù."

 
L'actualité "Société" vous intéresse ? Continuez votre exploration et découvrez d'autres thématiques dans notre newsletter quotidienne.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
Bretagne
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité