Testeni : "start e vez ar mare evit ar re glañv gant ar boeson"

Jean-Yvon Bastard a ra war-dro Vie libre e Ploueskad. Klask a ra ar gevredigezh sikour an dud suj d’an alkool. Peurlieusañ e vez an nevez-amzer ur mare arvarus hervezañ. Met goude daou viz kenfinet eo bet war fallaat an traoù evit lod.


"Diaes eo bet ha n’eo ket echu". Poanius e vez ar mare-mañ evit an dud techet da evañ betek re. Jean-Yvon Bastard a ra war o zro kostez Ploueskad, gant ar gevredigezh Vie Libre. "Spontus eo bet dreist-holl evit ar re a oa krog da vont d’an ospital e kur. A-daol-trumm e oa bet lavaret "kenavo" dezho d’ar 17 a viz Meurzh abalamour d’ar c’henfinañ. Ne oa ket posupl dezho kenderc’hel o soagnioù."

Kilet eo bet deizadoù ar gur. Lod ar re tapet gant ar boeson a vev o unan. Ur wech distro d’ar gêr, e-pad daou viz ne oa ket maread a draoù d’ober nemet sellet ouzh an tele... ha bezañ techet da evañ. "Ar boeson a zo ur respont d’an anken" eme ar bredelfenner Jean-Yves Broudic.  "Hag er mare-mañ e vez ankeniet tud 'zo abalamour ma sellont re ouzh an tele a gomz hep ehan eus ar C'hovid-19."

Poent aozañ emvodoù en-dro


"Ni a glaske telefoniñ d'an dud kraouiet er gêr. Met ne dalv ket gwelet an den." A-bouez eo kaout ul liamm e gwir hervez Jean-Yvon Bastard,  met ret e vo gortoz. "Siwazh ne c’hellomp ket en em vodañ gant ar gevredigezh Vie Libre. Daoust d’an digenfinañ, n’eo ket digor c’hoazh ar salioù boutin. "

Koulz merc’hed ha paotred, kozh pe yaouank, a-bep seurt tud a c’hell dont da vezañ boesonier. Un dra-bennak hag a ya a-dreuz er gêr pe el labour... a-wechoù eo trawalc’h. 40 vloaz a seblant bezañ "an oad fallañ". "Ur bern tud oaded etre 35 bloaz ha 45 bloaz a welan" eme Jean-Yvon Bastard. "Ne ouezan ket perak." Memestra gant ar mare-bloaz. "Atav e vez spontus an nevez-amzer". N’eo ket gouest da zisplegañ perak met an dud a vefe breskoc’h er mizioù-mañ.
 
L'actualité "Société" vous intéresse ? Continuez votre exploration et découvrez d'autres thématiques dans notre newsletter quotidienne.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
Bretagne
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité