Covid-19 - Ur medisin war ar maez : "Ar re glañv koulz ha ni hon eus cheñchet hon doareoù d'ober"

Mezeg e Sizun eo Benjamin Franckaert. E-kreiz Penn-ar-Bed n’eus ket bet kement a dud tapet gant ar C’hovid-19 hag er c’hêrioù bras met cheñchamantoù zo bet memestra e-doug an daou viz tremenet da-geñver an doareoù d’ober. Evit ar re glañv koulz hag evit ar vedisined.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

"Beuzet on gant al labour". Leun e oa bet e implij-amzer dec'h vintin. Ne baouez ket Benjamin Franckaert da welet tud klañv er gêr pe e ti-yec’hed Sizun e-lec’h m'emañ staliet nevez ‘zo. "Met n’eo ket abalamour da zervezh kentañ an digenfinañ. Abaoe teir sizhun e teu ar glañvourien en-dro d’ar gabined."

N’hon eus ket resevet kalz a dud tapet gant ar C’hovid-19 met aon o doa an annezidi, e penn-kentañ an enkadenn, rak ur "wagenn" hag a vije deuet eus ar reter. 

Benjamin Franckaert


Gwagenn ar C’hovid-19 n’he deus ket diruilhet war aodoù Breizh-izel met klasket en doa Benjamin Franckaert en em aozañ gant e getpared. Eskemmet en doa dre bostel gant medisined ar c’horn-bro e Landerne, er Faou... "Poan hon eus bet er penn-kentañ da gaout dafar evit en em wareziñ. A-raok kaout erbedoù ajañs rannvroel ar yec'hed, hon doa lakaet e pleustr ur protokol."

Da skouer, mirout eurioù emgav hag ur sal-c'hortoz ispisial evit ar re gant azonoù ar c’horonavirus. Divizet o doa ivez heuliañ ar re glañv gant pellguzuliadennoù. Respont d’an dud dre bellgomz n’en doa ket graet gwech ebet a-raok. "Lure am boa d’en ober met a-bouez e oa bet er penn-kentañ. Dre ur c’huzul a-bell, ne c’heller ket ober un enselladenn met posupl eo sevel goulennoù, kaozeal ha kas un ordrenañs dre bostel : talvoudus e oa ar pellguzuliadennoù evit ma kendalc’hfe ur c’hlañvour gant e louzaouadur, da skouer."

Sioul eo bet deroù ar c’henfinañ evit an doktor Franckaert. "Div wech nebeutoc’h a dud eget boaz. Lod a oa nec’het ha ne felle ket dezho kejañ gant ar glañvourien all ha kemer ar riskl da vezañ tapet gant ar virus. Lod all ne felle ket dezho direñkañ ac’hanomp o soñjal e oamp dall ha mezv gant al labour !"

Abaoe fin miz Ebrel eo "distro" klañvourien Benjamin Franckaert. "Ni, mezeien, hon eus broudet anezho da zont en-dro : arabat gortoz re a-raok kemer un emgav ! Gwelet hon eus tud o vont war fallaat, kudennoù ar bred ganto. Grevusaet e oa bet o anken gant ar c’henfinañ. Memestra gant tud kozh, o-unan er gêr e-pad sizhunvezhioù..."

Penaos e vo an amzer da zont, hervezañ ? " Ret eo deomp taoler evezh. Bez’e vo eus ar c’hleñved-red ch'oazh en hañv, sur eo. Betek 2022 marteze, eme arbennigourien ’zo !" Ac’hann di e ro ur c’huzul : "Diwallomp ! Un dra vat eo lakaat ur maskl, en transportoù pe er stalioù. War ar maez ivez."
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information