20vet abadenn Prizioù Dazont ar Brezhoneg, aozet gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg, zo o paouez echuiñ er Garrezenn Hud e Lannuon. Marteze ho peus heuliet ar streaming.
Amañ roll al loreidi evit pep rummad.

Par Ronan Hirrien

Kevredigezh

Priz 1añ : Dizale, kevredigezh a labour war an advouezhiañ e brezhoneg hag a ginnig bremañ ur c’houmanant VOD, doare Netflix.
2l priz : Brezhoneg e Brest, kevredigezh a labour evit diorren ar brezhoneg e kêr Brest.
3de priz : Kenseurtiezh Pomperien Roazhon, kinnig a ra ar gevredigezh un deiziataer divyezhek penn da benn a vez gwerzhet e bro Roazhon.

Levr faltazi

Priz 1añ : « Bar Abba », romant gant Yann Bijer (Emb. Al Liamm).
2l priz : « Keridwal », barzhonegoù gant Herve Seubil gKernaudour (Emb. Al Liamm).
3de priz : « Rebetiko hag istorioù all », danevelloù gant Kristian Braz (Emb. Al Liamm).

Strollegezh

Priz 1añ : Kuzul-departamant Penn ar Bed, an departamant kentañ o lañsiñ ur raktres evit harpañ ar brezhoneg etre 2016 ha 2021.
2l priz : Kêr Henbont, evit bezañ krouet Agenda 21, ur steuñv evit harpañ sevenadur Breizh hag ar brezhoneg etre 2016 ha 2021.
3de priz : Ospital Karaez, evit bezañ staliet panelloù divyezhek ha bezañ labouret evit diorren ar brezhoneg e bed ar yec’hed.

Oberenn kleweled

Priz 1añ : « A-vihanig », teulfilm  (26’) sevenet gant Bleuenn Le Borgne.
2l priz : « Pa ya kuit Solenn », teulfilm faltaziet (26’) sevenet gant Anne Gouerou.
3de priz : « C’hwi a gano », un heuliad pemp rann enni (10’), sevenet gant Perynn Bleunven, Justine Morvan, Quentin Morvan.

Embregerezh

Priz 1añ : Le Kêr, ur park, e Gwened, a ginnig d’ar vugale deskiñ diwar-benn istor Breizh en ur c’hoari. Tri implijad a oar brezhoneg. Ar panellerezh, ar filmoù hag an heñchadennoù a zo divyezhek.
2l priz : Ar Bradenn – Aquatiris, ar gevredigezh-mañ, a labour war puraat an dour dre ar plant, hag a implij ar brezhoneg evit kehentiñ.
3de priz : Korrimel, ur servij posteloù e brezhoneg penn da benn.

Pladenn kanet e brezhoneg

Priz 1añ : « Youn Kamm ha Bagad Penn ar Bed », Youn Kamm (Apprentis Producteurs / Coop Breizh).
2l priz : « Valgori » Brieg Guerveno (Paker Prod / Coop Breizh).
3de priz : « Exil », Maria Desbordes (Awen Records / Coop Breizh).

Brezhonegerien ar bloaz

Priz 1añ : Yann Tiersen hag Emilie Quinquis o deus divizet deskiñ ar yezh ha bevañ e brezhoneg. Difenn a reont ar yezh dre o arz.
2l priz : Laëtitia Anger, evit bezañ krouet an embregerezh « Les Archi Kurieux », a ginnig darvoudoù diwar-benn glad Breizh e brezhoneg.
3de priz : Fanny Labbay he deus desket brezhoneg nevez zo ha divizet he deus implijout anezhañ bemdez. Labourat a ra e skol Diwan Boulvriag ha kinnig a ra kentelioù evit kizidikaat an dud d’ar brezhoneg.

Priz a enor

Liseidi Diwan hag a c'houlenn tremen ar vachelouriezh e brezhoneg.

Skignadennoù

Warc'hoazh, d'ar sadorn 25 a viz Meurzh da 10e55 war France 3 Breizh (58')
D'al lun 27 a viz Meurzh da 8e50 war France 3 Breizh hag al Liger-Atlantel (53')

Le Breton, Warren Barguil remporte dans l'Izoard la 18e étape du Tour de France