Bali Breizh an hañv e Dinarzh/Bali Breizh de l’été à Dinard

E-pad an hañv, kinnig a reomp deoc'h adwelet tammoù c'hwekañ Bali Breizh, kelaouadennoù, sonerezh... Kejet vo hiriv gant arzourion, skiantourion ha sportourion bro Brest !

Goulwenna an Henaff a zegaso ac’hanomp da Vrest da zizoloiñ Mediaoueg ar Gapusined, ur vediaoueg nevez-flamm savet e-barzh atalieroù kozh ar sevel-bigi. Pascale Moisan, al levraouegerez vo amañ evit displegiñ deomp penaoes e tro al lec’h nevezesaet-mañ.

Ar ganer ha soner Abalip vo degemeret gant Thelo. Anavezet mat eo ar paotr : sonet en doa e-barzh ar strollad Storlok, unan eus ar strolladoù rock kentañ e brezhoneg. Profet e vo gantañ ur ton bale anvet « Meskaj ». Hiziv an deiz eo ivez Abalip ezel eus ur gevredigezh vrestiz, Breizh Babel Orchestra, troet war sonerezhioù ar bed.

Mont a raimp goude e dielldi Brest. Ronan Hirrien a gonto kaoz gant Cyrille Maréchal ha Fañch Broudig diwar-benn emdroadur ar brezhoneg e Brest alalek an XVIIIvet kantved. A-viskoazh eo bet bev ar yezh er gêriadenn-mañ, kêrbenn an embann e brezhoneg e penn-kentañ an XXvet kantved.

Anna-Vari Tréguier a gomzo eus he enklaskoù war dachenn ar moroniezh en Ifremer. Un droig vo graet en Océanopolis mil-anavezet !

Klozet e vo an abadenn gant Sarah Floc’h, ur ganerez a vesk fado ha gwerzoù gant he strollad Mi Alma.
 
Goulwena an Henaff nous amènera à la toute nouvelle Médiathèque des Capucins à Brest, située dans les anciens ateliers de construction navale de l’arsenal de Brest. La bibliothécaire Pascale Moisan nous parlera de ce lieu insolite.

Nous irons ensuite à la rencontre du musicien et chanteur Abalip, connu pour avoir participé à un des premiers groupes de rock en breton, Storlok. Avec le Breizh Babel Orchestra, tourné vers les musiques du monde, nous voyagerons dans le monde entier.

Puis viendra le moment de retrouver Ronan Hirrien aux archives départementales de Brest. Il s’entretiendra avec Cyrille Maréchal et Fañch Broudig autour de l’histoire de la langue bretonne à Brest du XVIIIe siècl à nos jours.

Anna-Vari Tréguier nous fera part de ses recherches en océanographie à l’Ifremer. Nous ferons même une petite visite à Océanopolis, aquarium à succès.

Enfin, un au revoir en musique avec le groupe Mi Alma où Sarah Floc’h mélange l’esprit du fado portugais avec les gwerz bretonnes.
 

L'actualité "Culture" vous intéresse ? Continuez votre exploration et découvrez d'autres thématiques dans notre newsletter quotidienne.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
Bretagne
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité