Ar Redadeg 2020 ampellaet da 2021

Goude bezañ bet prederiet un tamm, hag o welet ne vo ket echu ar prantad enkañ diouzhtu, en deus divizet skipailh aozañ ar Redadeg ampellañ hini 2020 da viz Mae 2021. 


Ne vo ket kemmet an hentad e mod ebet : loc'hañ a raio ar Redadeg e Karaez hag echuiñ a raio e Gwengamp. E miz Mae 2021 e vo dalc'het met ne ouezer ket pegoulz resis evit poent. E fin ar miz-mañ e vo embannet an deiziadoù : derc'hel da sizhunvezh Yaou Bask pe get, pa vo honnezh da vare ar vakañsoù skol...
 
 

Ar c'hilometradoù en gwerzh atav

 
Un 800 bennak a gilometradoù a oa bet gwerzhet a-raok ar prantad enkañ ha chom a ra war-dro 1200 da werzhañ. Ar re zo bet prenet a dalvezo e 2021 evel just, nemet e vefe goulennet gant ar brenerien bezañ restaolet. Kenderc'hel a ra ar werzh evit ar re-all neuze ha "dreist e vefe ma c'hellfe an holl gilometradoù bezañ gwerzhet a-raok fin ar bloaz" eme Vael Thepaut, unan eus izili ar skipailh, hag eñ da reiñ skouer ar strollad Groove Boys en doa prenet pemp kilometrad dec'h. Ma 'vefe leun ar c'hef e vefe sklaeroc'h an traoù a-benn gellout ober raktresoù war hir dermen, evit ar pezh a sell ouzh al lusk (dalc'het vez ar Redadeg bep daou vloaz, neuze hag-eñ 'vo eus ar Redadeg 2022 da skouer...) 

 
 

Ar raktresoù a vo arc'hantaouet gant un tamm dale

 
Bep daou vloaz e vez dastumet war-dro 130000 euro gant ar Redadeg, an hanter o vont da skoazellañ ar skolioù Diwan, an hanter all raktresoù sevenadurel a bep-seurt. Ar raktresoù dibabet e 2020 a vo arc'hantaouet un tamm diwezhatoc'h : e lec'h resevout o yalc'had e fin ar bloaz-mañ o do anezhi da vare an degouezh e Gwengamp e miz Mae 2021 (gant ma vo gwerzhet ar c'hilometradoù buan). Evit lod anezho e c'hellfe bezañ un tamm stard an traoù, da c'hortoz e errufe an arc'hant.
 

Gortoz pell, gortoz gwell...

 
Moarvat e raio ar Redadeg 2020 diouer d'ar vrezhonegerien pa 'z eo deuet da vezañ ur mod plijus da reiñ startijenn ha fiziañs d'ar re 'zo tomm o c'halon ouzh ar yezh. Evit klask sellout ouzh an traoù eus an tu mat e c'heller soñjal e vo ur bloavezh ouzhpenn da c'hourdoniñ : poent eo d'an holl kregiñ da redek en o liorzh pe en o ranndi neuze, hep treiñ da sot evel-just !

 
Ampellet da 2021 ivez :
 
  • Tro Menez Are aozet gant Diwan Komana hag a oa da vezañ dalc'het ar bloaz-mañ d'ar 21 a viz Mae en Uhelgoad ( war-dro 8000 baleer bep bloaz). 
     
  • ar Randorade aozet gant Diwan Brest hag a oa da vezañ dalc'het d'ar sul 31 a viz Mae e Konk-Leon. (war-dro 4000 baleer bep bloaz)
L'actualité "Sport" vous intéresse ? Continuez votre exploration et découvrez d'autres thématiques dans notre newsletter quotidienne.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
Bretagne
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité