Ar vro Vigoudenn, bro ar broderezh

Bro ar broderezh eo ar vro Vigoudenn. Betek koefoù uhel ar merc’hed zo brodet penn da benn.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Ne chom nemet ur vigoudenn ken e 2021. Alexia n’he deus bet lakaet biskoazh nemet he dilhad bigoudenn da vont maez he zi. 95 vloaz eo bremañ. 30 vloaz zo e oa un 300 bigoudenn c‘hoazh.

Kêl Bolzer en deus saveteet na pet bigoudenn !

Kêl Bolzer zo bet bamet a viskoazh dirak koefoù e vro. Pa oa yaouank, er bloavezhioù 1960, e veze he c’hoef gant e vamm bemdez, peogwir e oa koñversantez. E Landudeg, lec’h ma oa o chom, er Vro Vigoudenn met tostoc’h ouzh Kemper eget ouzh Pont 'n Abad, e oa marteze 1200 a dud, ha diwarno 300 bigoudenn ha 10 den dilhad peizant ganto.

Evel ur mirdi eo ti Kêl Bolzer. Fotoioù kerent gant dilhad ar vro war ar mogerioù, koefoù war an estajerennoù, hag en armelioù, diwallet brav e-barzh paper seizh ha paper jounal, dilhad kozh. Dilhad dastumet gantañ abaoe 60 vloaz.

E vamm oa bet dimezet er bloavezh 1927. Gant Kêl emañ c’hoazh an davañjer eured gwenn, graet hervez giz Kemper, ar jetenn, brodet en aour war voulouz du, hag ar vrozh. "Pa veze ar vaouez o tañsal, an davañjer zigore pa veze troet ur bern, hag e veze gwelet ne oa fin ebet d’ar fleur brodet war ar vrozh dindan an davañjer : "honnezh 'deus bet ur bern labour, honnezh zo pinvidik peogwir ne weler ket fin ar broderezh war c’horre", a veze lâret.

Dilhad eured e dad-kozh, eus Plozeved, en deus dalc’het ivez. Eurejet e oa bet er bloavezh 1888, met gant jetenn ha chupenn ur breur koshoc’h bet eureujet en-dro da 1865. Un habit uzet eo, bet gwisket alies evit frikoioù pe pardonoioù… "Gwechall, an dud a eve ur bern, hag ar medisin en doa lâret da ma zad-kozh, ma peus c’hoant da vevañ kozh, Gwilhoù, ez peus afer nompas evañ mui ; setu pezh en doa graet an tad-kozh e oa aet da Vichy da evañ dour, dija, gant e zilhad eured !" Un tok giz kemper en doa avat rak Landudeg zo harp ouzh ar vro c’hlazik. Tad Kêl avat en deus bet un tok bigoudenn, met goude ar brezel 1914 en deus taolet e zilhad kozh peizant d’an traoñ evit mont giz kêr.

Pa vez sellet a dostoc’h ouzh ar chupenn e vez gwelet ur bern toulloù bihan war ar c’horf-chupenn, an dirak hag an a-dreñv. Gant un nadoz ha gant an dorn int bet graet. "Pikañ chupennoù" a oa micher un den oa peogwir oa dav kaout nerzh a-walc’h er bizied evit treuziñ ar mezer tev. Ur bern amzer a oa ezhomm. "Setu dre ma oa an dorn o vont en-dro, an teod a hae ivez, setu e-pad an amzer-se e oa amzer da lâret drouk eus ar re all. Setu eo chomet an dro-lavar "pikañ chupennoù" evit kontañ drouk eus an dud." Pa oa bet piket, ar chupenn a oa kaletoc’h hag a chome sonn, dindan ar glav zoken, an dour a rede war c’horre. Ar mañcheier oa gwag, ar chupenn ranke chom sonn, brav.

Er bloavezhioù 1980 en doa Michel Bolzer ur bern koefoù dija. Forzh da vont da welet ur ferourez a oa o chom e-kichen ti e dud-kaer evit feriñ e goefoù en deus goulet ganti hag-eñv oa ket kontant hi da zeskiñ dezhañ ober. Hi he doa c’hoarzhet dezhañ : "Un den ? N’eo ket bet gwelet c’hoazh !" Ha fin ar gont he deus gwelet ne oa ket kalz a ferourezed ken. "Marteze ‘benn ne vin ket mui, fi vo gouest da ramplas ac’hanon !" Kêl en deus saveteet na pet bigoudenn goude, peogwir ma vije ket bet eñ o feriñ, lod deuzouto a vefe aet giz kêr peogwir na vije ket bet den bet mui da feriñ o c’hoefoù dezho. Hag a dra-se zo bet mat ivez evit an touristelezh.

Feriñ a oa ur vicher a veze graet ken gant merc’hed gwechall. Pep maouez na fere ket he c’hoefoù. Ar feradeg zo un dra diaes a-walc’h da ober hag a ranke bezañ desket. An ampez an hini ra d’ar c’hoef bigoudenn chom en he sav. En ur volenn e vez graet un ampez kalet awalc’h, evel ur yod kalet. Pa vez lakaet war ar c’hoef ez a e-barzh ar broderezh. Goude ar c’hoef bezañ bet ampezet, pa vez paseet ar fer war c’horre e teu da vezañ kalet.

Rozenn Tanniou, eus Kelc’h Keltiek ar Vro Vigoudenn, na lakfe ket he c'hoef war he fenn bemdez !

Hiziv c’hoazh e oar merc’hed Kelc’h Keltiek ar Vro Vigoudenn e Pont-an-Abad lakaat o c’hoef o unan. Rozenn Tanniou a oa bet Rouanez ar Broderezed e 2011, d’he ugent vloaz. Ur gwir vigoudenn eo : ugent vloaz zo emañ er c’helc’h. Plij’ ra dezhi dañsal met dreist-holl klask kompren pezh a lavar an dilhad kozh war ar vuhez gwechall, "ur vuhez na oa ket ken trist ha ma vez kredet" emezi.

Lakaat ar c’hoef a blij dezhi ivez, dreist-holl p’he deus bet koefoù he zud-kuñv. Lakaat ar c’hoef bigoudenn n’eo ket aes avat ! Ne vez ket desket delc’her ar c’hoef sonn war ar penn en un taol. "Poan a ra ivez, emezi, ul lasenn dindan ar gouzoug stardet mort a groug ac’hanomp e-pad an deiz, gant ar spilhennoù er blev e vez kignet ar penn a-wechoù ivez ha kollet blev". Ur mezerenti e vije neuze ? "Plij a ra din met ne rafen ket bemdez !" Un eurvezh hag ur c’hant a spilhennnoù a zo ezhomm da lakaat ar c’hoef bigoudenn sonn war ar penn.

E Kelc’h ar Vro vigoudenn e vez graet dilhad nevez ivez, dilhad nevez a c’hiz kozh. E 1980 eo, evit film Marc’h al Lorc’h gant Claude Chabrol e oa staget tud ar c’helc’h da vrodiñ dilhad nevez, peogwir e vanke dezho dilhad eus penn-kentañ an XXvet kantved da gontañ bugaleaj Pêr-Jakez Helias. Abaoe n’int ket ehanet da glask dilhad kozh, da sellet ouzh ar fotoioù kozh, evit brodiñ re nevez ha klask kompren ar pezh a lavar an dilhad war buhez an dud.

Meur a rummad dilhad eus 1810 betek ar bloavezhioù 1950 o deus graet. Kement e plij an dilhad dezho ken o deus graet dilhad modern ivez evel ma vijent bet ma vije bet dalc’het gant ar c’hiz : ijinet o deus ur c’hoef a ya betek tost da 60 santimetr evel pa vije bet dalc’het da greskiñ a-nebeudoù bep bloaz betek hiziv.

Zoken ar c’hoefoù kañv a veze brodet er Vro Vigoudenn : ma ne vijent ket bet n’o dije ket gellet bezañ ampezet, feret, ha chom en o sav. Met meur a goef kañv a oa : ar c’hoef kañv bras a zo e dresoù dibar dezhañ ha lasennoù tev hep fleurenn ebet war c’horre, bloaz goude e vo skañvoc’h al lasennoù, goude e vo didroc’het un tammig fleur ar c’hoef, ha goude daou vloaz pe muioc’h e vo ur c’hoef didroc’het kaer adarre.

Kresket eo ar c’hoef bigoudenn a-nebeudoù. E 1850 e rae 10 santimetr uhelder nemetken, 16 sm e 1918, 20 sm e 1927, 25 sm e 1935, 28 sm e 1940, 34 sm e 1957.

Merc'hed ar vro vigoudenn o deus bet labour en o bro gant ar friturioù, setu m’o deus dalc’het gant o gizioù pelloc’h eget e lec’h all. Er fritur e veze o c’hoef ganto, gant al lasennoù savet gant spilhennoù a-dreñv d’ar c’hoef kuit da vezañ jenet.

Broderezh ar vro vigoudenn zo ken kaer ma oa bet implijet broderien alese da vrodiñ dilhad evit merc’hed Pariz da fin an XIXvet kantved. Kavet e vezent e stalioù chik Pariz azalek ar bloavezhioù 1850 ha betek 1910. Dilhad eus o amzer, cheuc’h, hag a veze graet gant ar familhoù Pichavant eus Pont-an-Abad, Le Berre eus Ploneour, pe Jacob eus Kemper.

Pascal Jaouen a vrod dilhad modern awenet gant ar vro vigoudenn

Pascal Jaouen zo broder a vicher, e penn ur skol hag un atalier, e Kemper. Bet eo bet prezidant Kelc’h ar Vro Vigoudenn ivez, poent zo bet. Brodiñ ‘ra dilhad modern awenet gant ar vro vigoudenn : al livioù, ar c’hrafoù, an tresoù, ar mod m’int aozet.

Arouez ar vro Vigoudenn eo ar broderezh, ha diskouezet e vo c’hoazh, gant lorc’h, pa ‘zeuio ar gouelioù en-dro, ha da gentañ penn Gouel ar Broderezed.
 

 Hag evit sellout ouzh an abadenn a-bezh / Et pour voir l'émission dans son intégralité, c'est ici :

 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information