Benjamin Franckaert en deus skrivet un dezenn medisinerezh war ar yec’hed, ar c’hleñvedoù hag an doareoù da soagniñ e-touez ar Vretoned er Grenn-Amzer Uhel. En e dezenn en deus studiet klopennoù trepanet. Pemzek zo bet kavet e Sant-Urnel, nebell diouzh Beg an Dorchenn.
Trepanañ zo ober un toull er glopenn, a-raok pe goude ar marv. Ar c’hoshañ stumm surjianerezh anavezet eo, eus an aodvezh neolitek da nebeutañ. Hiziv c’hoazh e vez graet gantañ gant surjianed an nervennoù.
Pa oa oc’h enklask evit e dezenn en doa gwelet Benjamin Franckaert e oa bet kavet pemzek klopenn trepanet e bered kozh Sant-Urnel e Ploveur diwar ugent klopenn trepanet kavet e Breizh eus an amzer a-raok an IXvet kantved.
Sant-Urnel, brasañ bered ar Grenn-Amzer Uhel e Breizh
E Sant-Urnel, e penn tevinier bae Gwaien, emañ ar brasañ bered anavezet eus ar GrennAmzer Uhel e Breizh. Kavet e oa bet da fin an XIXvet kantved. Ar bezioù a oa war daou pe dri live disheñvel. Bez’ e oa anezho fezier en douar pe bezioù gant mein. Hervez an arkeologour Giot e oa bet er vered-mañ eus 5000 da 10000 bez, hag e oa stag ouzh ur barrez 500 a dud etre ar Vvet hag an XI-XIIvet kantved. Unan eo eus al lec’hioù ma 'z eus bet kavet ar muiañ a glopennoù trepanet en Europa.
Abaoe m’eo bet serret Mirdi ragistorel Penmarc’h ez eo aet e zastumadoù da Greizenn Arkeologel Departamant Penn-ar-Bed, er Faou. Diwar sellet ouzh ur glopenn trepanet e lavar Benjamin Franckaert din : "Hemañ 'oa un den solud, hag en deus bevet ur pennad gant ar glopenn zigor. Gwelet e vez eo bet ampart kenañ ar sirurjian, o toujañ d’ar c’hevioù, d’ar gwazied, d’an toagennoù-empenn." O sellet ouzh un all : "Hemañ zo bet trepanet div pe deir gwech. An toull a ra 14 dre 10 santimetr. Unan eus an toulloù brasañ er glopenn anavezet eo. Gwelet e vez mat e oa bet kleizhennet an askorn goude an trepan kentañ. Oberataet e oa bet ur wech all goude, sur, ha marteze un trede gwech."
An hanter eus ar c’hlopennoù trepanet a ziskouez o deus bevet bevet an dud trepanet goude an oberata meur a viz da nebeutañ, meur a vloavezh zoken evit nav anezho : an askorn zo 'n em lakaet da greskiñ adarre. Pezh a ziskouez ampartiz ar soagnerien.
Evit trepaniñ e veze raskennet, skrabet, ar c’hlopennoù, goustadik, a-nebeudoù, da ober un toull etre 3 ha 7 santimetr treuz. Ampart kenañ e ranke ar sirurjian bezañ evit oberata buan awalc’h memestra kuit da goll re a wad ha ma vije belimet ar gouli. Kement-mañ zo gwir atav hiziv pa vez trepanet tud evit uswask er glopenn. Ar skridoù kozh a ziskouez e ouie ar sirurjianed e oa arabat touch bouedenn an empenn, pezh a vije bet kement ha dibennañ an den. Siwazh n’eus bet bet kavet e Breizh ostilhoù bet implijet d’ar poent-se evit trepaniñ.
Trepanañ, un surjianerezh kozh
A-hed an istor eo bet implijet an trepaniñ e meur a sevenadur. A-wechoù eo bet implijet e lidoù evit tennañ ur gwallspered. Implijet eo bet ivez da stourm ouzh ar glizi diwar uswask er glopenn. Gwechoù all da soagnañ kudennoù neurologek pe psikiatrek. Er skridoù kozh ez eus anv eus an trepanadur, alies da heul un tromatism er glopenn. Pa oa bet torret an askorn lakomp, pe toullet gant ur saezh, da dennañ an tammoù askorn bihan torret ha kuit e vije belimet goude. Hervez an arkeologiezh dre ar bed e veze da heul un tromatizm an aliesañ ivez. Er c’hlopennoù trepanet e Breizh avat n’eus roud ebet eus tromatizm, nemet e vije bet tennet kement roud, kement askorn divouedet (divitalizet), e-pad an trepanadur.
Pezh a c’hell lakaat da soñjal eo bet trepanet klopennoù Sant-Urnel da heul un tromatizm eo lec’h an trepanadurioù. Eizh anezho zo bet trepanet en tu kleiz. Pa c’h en emgann an dud ez eo en tu kleiz ez eus ar muiañ a riskl da derriñ an askorn pe da gaout un tromatizm : an taol kleze, bouc’hal pe bazh a vez roet gant an dorn dehoù peurliesañ.
Ar goulenn a chom : perak ez eus bet kavet kement a glopennoù trepanet e St Urnel ? Ac’halen e oa an dud trepanet pe beajet o doa da vezañ soagnet gant un den brudet, pe zoken gant ur skol soagnerien ? Ar fed ez eus bet kavet roud eus ul lec’h pediñ ha klopennoù n’int ket bet trepanet met a zo bet kalkennet a laka da soñjal en dra-se. Ar pemzek klopenn-mañ zo un testeni talvoudus hiziv evit gouzout pegen barrek e oa ar Vretoned e surjianerezh er Grenn-Amzer uhel. Ar vretoned a oa d’ar poent-se tud yac’h, solud, hag a zebre mat, ha na c’houzañvent ket kalz a gleñvedoù, er c’hontrol d’ar pezh a veze kredet war an "Dark Ages", lec’h na vije bet nemet feulster ha nebeut a zeskadurezh.
N’o deus ket diskuliet klopennoù Sant-Urnel tout o sekredoù c'hoazh : gant teknologiezhioù nevez e vefe moien da c’houzout gwelloc’h perak int bet trepanet, eus pelec’h oant… Sant-Urnel n’eo ket bet furchet penn da benn c’hoazh kennebeut : 500 m² zo bet furchet, ha chom a ra 1000m² da furchal c’hoazh.