Bali Breizh e Lokorn/Bali Breizh à Locronan

Setu, echu eo troiad skipailh Bali Breizh er C’hreiz-Breizh. E Bro Douarnenez e vo bremañ, e-pad ur miz. Hag evit kregiñ ganti, Thelo ha Goulwena a ro emgav deoc’h e Lokorn. Ur gêr tomm ouzh kalon Goulwena gant m’he deus bevet he bugaleaj hag he yaouankiz du-se.
 
© Bali Breizh
Mont a raio betek liorzh Lukian Kergoat, liorzh pe douaroù zoken gant ma vez staliet e di war 6 devezh-arat. Sikour deñved en deus evit kempenn al lec’h. Ha gwelet e vo ur c’hoadig gant gwez n’omp ket boas da welet kement-se e Breizh ha ket strollet : gwez-palmez e-leizh. Sin tommadur an hin ?

Lakaet e vo ar gaoz war istor an douristelezh e Lokorn ha war ur stourm hag a zo krog du-se a-enep d’ur stign 5G.

Thelo a gejo gant ar gitarour Didier Dreo o chom nepell, e Kemeneven. Gant e strollad nevez, Broken Back Bihan, e sono daou don hag a vo diskuliet e-barzh an abadenn evit ar wech kentañ !

Sellet e vo ouzh ur rann nevez eus War ar ribl, an heuliad savet gant Aziliz Bourges evit lakaat skrivagnerien ha lennerien da gejañ asambles. Yvonne Pouliquen az aio e darempred gant Youenn Kervalan.

 
Bali Breizh e Lokorn ©Bali Breizh



L’équipe de Bali Breizh a quitté le Centre-Bretagne pour nous emmener en balade pendant un mois dans le pays de Douarnenez.
Et pour commencer, on visitera Locronan, une ville chère au cœur de Goulwena où elle a passé son enfance et sa jeunesse.

Sa flânerie l’amènera jusqu’au jardin de Lukian Kergoat, jardin  ou plutôt jusqu’à ses terres puisqu’il entretient 3 hectares, avec l’aide de ses moutons. On traversera un bois assez inhabituel en Bretagne, composé de nombreux palmiers. Un signe du réchauffement climatique ?

Il sera également question de l’histoire du tourisme à Locronan et du combat qui a commencé là-bas pour s’opposer à l’implantation d’une antenne 5G.

Thelo ira à la rencontre du guitariste Didier Dreo qui vit non loin de là, à Quéménéven. Avec son nouveau groupe Broken Back Bihan, il nous fera découvrir deux morceaux en exclusivité dans l’émission !

On regardera un nouvel épisode de la série War ar ribl dans laquelle Aziliz Bourgès fait se rencontrer écrivains et lecteurs pour un échange passionnant. Cette fois, c’est Yvonne Pouliquen qui  discutera avec Youenn Kervalan.

 
Poursuivre votre lecture sur ces sujets
culture bretonne culture culture régionale patrimoine tourisme économie musique