Bali Breizh e Pouldregad/Bali Breizh à Pouldergat

Ha setu erru poent klozañ an abadennoù e bro Douarnenez. E Pouldregad e vo skipailh Bali Breizh ar sizhun-mañ. Ur gêriadenn war ar maez, tostig eus Douarnenez.

© Bali Breizh
Ur bern pourmenadennoù a zo tu d’ober du-se a-drugarez d’an dic’harzherien a ra war-dro an hentoù-treuz.

Goulwena az aio e darempred gant Katell Chanteau. Divizet he deus en em staliañ er gumun-mañ goude bezañ tremenet ugent vloaz e Roazhon. Gouestlañ a ra ul lodenn eus hec’h amzer da sevel enklaskoù diwar-benn treuzkas ar brezhoneg er familhoù. Dilennet eo bet en ti-kêr nevez zo ivez. Displegañ a raio perak he deus bet c’hoant en em lañsañ en avantur-se.

Thelo en deus lakaet emgav e Treboull gant Marine Lavigne, ar vaouez he deus skrivet kanaouenn ar Redadeg 2018, ar Salsa Pennsardin « Betek an trec’h ». Kanerez eo ivez e-barzh ar strollad fest-noz Eben, anavezet mat bremañ.

Goulwena a gejo ivez gant Belen Riquelme, ur plac’h yaouank eus Bro Chili hag a zo o teskiñ brezhoneg. Divizet he deus en em staliañ e Breizh evit abegoù karantez.

Sellet e vo ouzh un teulfilm sevenet gant Anne Gouerou, Mor plaen hep gortoz ? Bezomp fur, doujomp ouzh an natur... Setu ar gemennadenn he deus bet c’hoant treuzkas. Diskouez a ra ivez ez eus diskoulmoù a bep seurt evit chom hep saotrañ hor planedenn hag ar mor dreist-holl.

 
Bali Breizh e Pouldregad



Le moment est venu de clore le chapitre de notre balade dans le pays de Douarnenez. L’équipe de Bali Breizh est à Pouldergat cette semaine. Un village à la campagne, tout près de Douarnenez où il est possible de faire beaucoup de balades grâce au travail d’un groupe de personnes qui entretient les sentiers.

Goulwena ira à la rencontre de Katell Chantreau. Après avoir vécu vingt ans à Rennes, elle a décidé de s’installer dans cette commune.
Elle consacre une bonne partie de son temps à la réalisation d’enquêtes sur la transmission de la langue bretonne au sein des familles. Elle est aussi élue municipale depuis peu. Elle nous expliquera pourquoi elle a voulu se lancer dans cette aventure.

Thelo a donné rendez-vous à Tréboul à Marine Lavigne qui a écrit l’hymne de la Redadeg 2018, la salsa Pennsardin, « Betek an trec’h » (Jusqu’à la victoire). Elle chante aussi dans le groupe Eben désormais bien connu.

Goulwena échangera également avec Belen Riquelme, une jeune femme chilienne qui apprend le breton et qui a décidé de s’installer en Bretagne par amour.

Et il sera question de la protection de la nature avec le documentaire d’Anne Le Gouerou Mor plaen hep gortoz ? (Mer calme, sans attendre ?)
Que va devenir la vie sous la mer ? Quel avenir pour les poissons ? Il existe des solutions pour faire baisser durablement la pollution maritime.


 
Poursuivre votre lecture sur ces sujets
culture bretonne culture culture régionale environnement nature mer