Bali Breizh war marc'had Rostrenenn/Bali Breizh sur le marché de Rostrenen

E-pad ur miz e vo skipailh Bali Breizh o pourmen koste Rostrenenn, bro ar fisel hag an dreujenn-gaol.
Ha pedet o deus tud eus ar vro da ziskouez pegen bev ha birvidik eo ar  C’hreiz Breizh.
 
© Bali Breizh
Skipailh Radio Kreiz Breizh a vo gant Goulwena an Henaff ha Thelo Mell.

Michel Simon a gonto deomp piv oa Filomena Cadoret,
ar vaouez brudet kentañ o vezañ bet skrivet e brezhoneg.

Thelo en deus pedet ur ganerez anavezet mat, Rozenn Talec o chom just e-kichen.

Goulwena he deus kejet gant Fulup ar Gwern, bet skolaer er vro ha war e leve abaoe miz Even.

E-pad ar c’henfinañ, eveltañ, kalzig a dud a zo bet rediet da bellabourat. Met n’eo ket aes en ober pep lec’h, pa vez gorrek ar genrouedad, war ar maez alies mat. Yowan Denez en deus klasket gouzout penaos e tremen an traoù er C’hreiz-Breizh.

Un heuliad nevez a vo kinniget deoc’h, sevenet gant Aziliz Bourges. War ar ribl a laka lennerien ha skrivagnerien da gejañ asambles.
 
Bali Breizh war marc'had Rostrenenn



Cette semaine l’équipe de Bali Breizh se promène du côté de Rostrenen, le pays du fisel et de la clarinette.

Elle a invité des gens de ce coin qui montrent à quel point le Centre-Bretagne est vivant et plein d’énergie.

Goulwena an Henaff et Thelo Mell seront en compagnie de membres de Radio Kreiz Breizh.


Michel Simon nous racontera qui était Filomena Cadoret, la première femme célèbre pour avoir écrit en breton.

Thelo a invité la chanteuse bien connue, Rozenn Talec, qui vit juste à côté.

Goulwena a rencontré Fulup ar Gwern. Il a été enseignant bilingue avant de prendre sa retraite au mois de juin.

Durant le confinement, comme lui, beaucoup de gens ont dû télétravailler. Mais ce n’est pas toujours facile à mettre en œuvre partout, quand le réseau est lent, à la campagne le plus souvent. Yowan Denez a cherché à savoir comment cela se passe en Centre-Bretagne.

Nous vous proposons de découvrir une nouvelle série réalisée par Aziliz Bourges. « War ar ribl » fait se rencontrer lecteurs et écrivains pour un temps d’échange.
 
Poursuivre votre lecture sur ces sujets
culture bretonne culture culture régionale musique