Emañ Ekokreizenn Bro-Dreger, ur park ekologel, o klask adsevel goude enkadenn ar C’hovid 19

Abaoe ar 7 a viz even eo bet addigoret Ekokreizenn Bro-Dreger. An dud a zeu en-dro evit profitañ deus an park-se, troet war ar permakultur hag an energiezhioù nevezadus. Goulenn a reont un tamm sikour rak n’ez eus ket kalz a arc’hant er c’hefioù pa ne c'heller degemer skol ebet.
 

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

"Diaes eo evidomp ! Sañset e vefe bet addigoret ar greizenn adalek fin ar miz Meurzh. N’eo ket simpl paeañ goproù an tri implijad a labour ganeomp", a lavar Carsten Greve, en doa krouet an Ekokreizenn gant mignoned, dek vloaz zo. Stummer eo eno hiziv.

E-kichen park ar Radom e Pleuveur-Bodoù e vez kavet ar park dudi-se. Ar gevredigezh Spered All a ra war-dro al lec’h. Kinniget e vez ganti dizoleiñ an natur en un doare pedagogel ha c’hoarius. Ul lec'h plijus evit ar familhoù hag ar re a blij dezho liorzhañ en un doare emren ha doujus ouzh an natur.

 

Brav eo deuet ar plantennoù hag ar gwez e-pad mare ar c’henfinañ. Kresket int gant an amzer vrav. Tud a-youl-vat Spered All o deus graet war-dro ar park, en un doare munut. Amzer a oa ganto e-pad ar mare ispisial-se : tri anezho o deus dibabet chom kenfinet war al lec'h, a-ratozh.

Met n’eo ket kresket an arc’hant er memes koulz ! Ar c’hontrol eo. Hep gweladenner, arc’hant ebet.

"An diaesañ a zo ne c’hell ket ar skolioù dont. Da gustum e tegemeromp hanter-kant anezho e-pad an nevez-amzer. Talvezout a ra un drederenn eus ar pezh a c’hounezomp."

 


Abalamour d’ar c’henfinañ eo bet kollet ganto tro 25.000 euro. Sikouret int bet gant ar Stad koulskoude : div wech e oa bet roet dezho 1500 euro. Met dale a zo gant arc’hant kumunioù ar gumuniezh, peogwir eo bet daleet an dilennadegoù.

Dilabour darnamzer eo bet pevar goprad ar park. Abaoe addirogadur ar greizenn eo deuet tri anezho da labourat en-dro. Justik eo evit paeañ anezho. Dre chañs e sikour tri den yaouank a ra ur servij keodedel. "Diaes eo kempouezañ ar c’hontoù !" Hag ouzhpenn e oa bet ret dezho nullañ ur gouel war an ekokreizennoù a oa raktreset e miz Mae.

Ur galv kreñv

"M'o deus an dud c’hoant da sikour ac'hanomp, tu zo dezho reiñ un tamm arc’hant war HelloAsso pe dont da vezañ ezel eus Spered All", eme Carsten.

"Deuit ivez niverus da zizoleiñ ar greizenn. Un doare all eo da sikour ac'hanomp", emezañ ivez.

Tu zo d’an dud mont da bourmen hag ober tro al liorzh en ur zeskiñ teknikoù ar permakultur pe an energiezhioù, evit pemp pe c'hwech euro nemetken. Addigoret e vez ar greizenn bep merc’her ha bep sul, goude-lein, e miz Even evit kregiñ.

Stajoù d'en em stummañ

Ur bern stajoù a zo bet prientet e-pad ar c’henfinañ gant ar gevredigezh. "N’omp ket chomet d'ober teil-tomm e-pad ur prantad ken hir !".

Da gustum, e c’hounezont 30% eus o budjed ganto. Stajoù liesseurt a vez : krouiñ gant pri pe gant koad, evel deskiñ sevel arrebeuri pe kizellañ loaioù, mont da zastum bezhiñ, deskiñ anavezout al louzeier…

https://fr-fr.facebook.com/ecocentre.tregor

 

Eizh den a vo digemeret d'ar muiañ. Graet e vez ar stajoù dreistholl e-pad an dibenn-sizhun. Evit poent eo kazimant leun ar stajoù kentañ, met kinniget e vo stajoù-all. Ret e vo d’ar weladennerien pe d’ar stajidi dougen ur maskl ha chom pell a-walc’h an eil diouzh egile. Ar pezh a vo aes d'ober, ken bras eo ar park.

"Tout a zo bet graet evit degemer an dud en ur ziwall, met gant plijadur memestra ! Mall zo warnomp e vefe adkroget ar vuhez evel a-raok ."

"Spi a chom c’hoazh, dreist-holl evit an hañv. Keit ma vo brav an amzer ha ma chomo an douristed e Bro C’hall, hep mont da foetañ-bro er broioù estren." 

Carsten Greve

"Ha, marteze o deus an dud prederiet e-pad ar c’henfinañ. Ezhomm o do bevañ tostoc’h ouzh an natur. Ha reiñ ur ster d'ar pezh a vez graet ganto, dre grouiñ traoù, e lec’h prenañ anezho. Ur spered all, ivez ! Ouzhpenn ez eus ur gudenn arc’hant, gant muioc’h a dud dilabour hiziv. Plijet e vefent deskiñ dont da vezañ emren."

Emichañs e vo kendalc’het amañ seurt desaverezh ekologel evit ar re vihan hag ar re vras.

 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information