Bali Breizh an hañv e Pleneg-Nantraezh/Bali Breizh été à Pléneuf-Val-André

Emañ skipailh Bali Breizh o pourmen e Pleneg-Nantraezh, ur gêr gouronkañ. Met n’eo ket neuial a vo graet gant Goulwena, Thelo ha Yann-Herle ar wech-mañ, ‘blam d’ar glav.
 

Skipailh Bali Breizh o pourmen e Pleneg-Nantraezh
Skipailh Bali Breizh o pourmen e Pleneg-Nantraezh © Bali Breizh
Sonerezh brav a vo da dommañ an holl ha perak ket, da zañsal er gêr. Selaouet e vo ouzh tonioù daou zaouad a Vro-Dreger : FBL hag Erwan Moal asambles gant Fred Guichen.

An taol-mañ e kinnigo an tri lusker deomp sellout ouzh mareoù gwellañ an abadennoù bet filmet koste Lannuon.
E Perroz-Gireg, unan eus ar c’hêrioù a zegemer ar muiañ a douristed e Breizh, he doa Goulwena kejet gant Marivon Konan.
Feurmiñ a ra lojeiz d’ar re a zeu da weladenniñ ar vro.
He gwaz, Gireg Konan, bet douarour er C’hebek pell zo, a laka ac’hanomp da sevel da zaou viliard a vloavezhioù war an tamm douar-mañ, kement-mañ dre e gerreg.

Korantin Peron, eus e zu, a bourmen laouen war draezh Tregastell gant e Fat Bike, ur marc’h-houarn a zo rodoù tev dezhañ.

Thelo a gej gant ar gitarour Erwan Moal ha gant paotr an akordeoñs, Fred Guichen, war-vourzh ar Gwada Breizh, un davarn war vor. Emañ an daou soner staliet war an aod-se. Asambles e vo klasket gouzout perak ez eus kement a sonerien e Bro Dreger.

Yann-Herle az a da vale war aod Traezhtrignel gant Yvon Denes, animatour beilhadegoù Dastum ha diskonter. 

Erfin, e Pleuveur-Bodoù, Goulwena a glasko kompren istor ar pellgehentiñ ha da betra a servij a-drugarez da zisplegadennoù judikael Gourmelon, ijinour war an oberiadennoù e Lannuon.
 
Bali Breizh an hañv e Pleneg-Nantraezh

L’équipe de Bali Breizh continue de parcourir la Bretagne durant l’été. Rendez-vous dans la station balnéaire de Pléneuf-Val-André.
Mais Goulwena, Thelo et Yann-Herle ne sont pas d’humeur à se baigner avec cette pluie.

Heureusement, de la bonne musique réchauffera tout le monde, et pourquoi ne pas se lancer dans la danse à la maison ?
On écoutera deux duos trégorrois : FBL et Erwan Moal avec Fred Guichen.

Cette fois, les trois animateurs complices nous proposeront de regarder les meilleurs moments des émissions tournées du côté de Lannion.
On commence à Perros-Guirec, l’une des villes les plus touristiques de Bretagne. Goulwena y a rencontré Marivon Konan qui accueille les vacanciers dans ses maisons d’hôtes.
Son mari, Gireg Konan, qui fut autrefois géologue pour le gouvernement québécois, nous fait remonter le temps, 2 milliards d’années, en étudiant la roche de cette côte.

Korantin Peron, de son côté, se promène joyeusement sur le sable de Trégastel sur son Fat Bike, un vélo aux grandes roues un peu spéciales.

Thelo va à la rencontre du guitariste Erwan Moal et de son compère accordéoniste, Fred Guichen, à bord du Gwada Breizh, un bateau-café. Les deux artistes connaissent bien cette côte puisqu’ils y vivent. Ensemble, ils vont tenter de savoir pourquoi il y a autant de musiciens dans le Trégor.

Yann-Herle se balade sur la plage de Trestrignel en compagnie d’Yvon Denes, animateur de veillées Dastum et magnétiseur.

Pour terminer, Goulwena cherchera à comprendre l’histoire des télécommunications et leurs applications grâce aux explications de Judikael Gourmelon, ingénieur opérationnel à Lannion.
 
Poursuivre votre lecture sur ces sujets
culture bretonne culture culture régionale télévision économie médias