Dassonet o deus pozioù Bro Gozh ma zadoù e porzh ar Palez Bourbon. Votet o deus ar gannaded evel ar senedourien : kadarnaet eo bet raktres lezenn Paul Molac diriaou 8 a viz Ebrel gant meur a bennad a-bouez evit kelenn ar yezhoù e Frañs. Un devezh istorel evit difennerien ar brezhoneg.

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Ur skeudenn digent, evit un deiziad ken istorel-all : kannaded o kanañ  Bro gozh ma zadoù war an delezioù dirak ar vodadenn vroadel, Paul Molac en o fenn.

Kannad ar Morbihan en deus kendrec’het e geneiled da chom hep kemm an destenn a oa bet votet er Sened e miz Kerzu. Daoust da ali enep ar gouarnamant ha da c’hoant strolladoù ‘zo da resisaat lodennoù ‘zo eus ar c’hinnig lezenn en deus Paul Molac kavet arguzennoù evit frealziñ ar muiañ niver, er strolladoù kreiz a-gleiz hag a zehou. Un trec’h evitañ, a-benn ar fin, goude bezañ graet tro wenn meur a wech aboae 2012.

 

Prim eo bet ivez rouedad ar skolioù Diwan da embann e levenez.

Laouen bras e oa Stéphanie Stoll, prezidantez Diwan Breizh, evel-just. Bloavezhioù ‘zo bremañ e c’houlenn ar rouedad skolioù kevredigezhel e vefe anavezet ar soubidigezh evel ur gwir hent pedagogel, ha gellet kontañ war skoazell an holl gumunioù evit arc’hantaouiñ ar skolioù.

70 vloaz goude al lezenn Deixonne

Al lezenn ziwezhañ gouestlet da yezhoù ar Frañs a oa bet votet… e 1951. Gant al lezenn Deixonne e oa bet aotreet kelenn ar yezhoù rannvroel er skolioù publik evit ar wech gentañ. Abaoe degadoù a vloavezhioù e stourm Tangi Louarn, prezidant Kevre Breizh, ar framm ledan a gustum kenurzhiañ holl zifennerien ar sevenadur hag ar yezhoù e Breizh, evit kas war-raok, dre al lezenn, gwirioù ar re a fell dezho komz yezhoù o bro.

Paul Molac gourc'hemennet

En anv kuzul-rannvro Breizh en deus ivez Loïg Chesnais-Girard embannet e oa a-bouez devezh an 8 a viz Ebrel 2021 evit yezhoù Breizh, ar brezhoneg hag ar gallaoueg :

"Fellout a ra din saludiñ an engouestl, ar startijenn hag an entan lakaet gant Paul Molac ha n’en deus ket damantet d’e strivoù evit anaoudegezh ha diorren hor yezhoù rannvroel, gwir binvidigezh hor glad. Trugarekaat a ran ivez ar barlamantidi ha dreist-holl ar gannaded eus Breizh o deus roet bec’h hag o deus graet e doare ma vefe degemeret an destenn istorel-se. Hag e fell din trugarekaat a wir galon ivez, da echuiñ, ar frammoù a bep seurt hag a zo bet gwir vrouderien er sizhunvezhioù diwezhañ. Gant al lezenn-se, kerkent ha ma vo bet embannet, e c’hallimp mont war-raok da vat war an dachenn ha kenderc’hel da vreutaat gant ar Stad evit ur c’hendivizad war ar yezhoù rannvroel gant palioù uhel-tre."

Kaer o do bet Jean-Michel Blanquer, ministr an Deskadurezh stad, ul lodenn eus dilennidi La République en Marche, pe c’hoazh re La France Insoumise, embann ar riskloù a oa da votiñ al lezenn-se evit unvez ar Frañs pe an dañjer da lakaat digempouezh etre ar skolioù, kreñvoc’h eo bet emglev dilennidi ar rannvroioù.

Ma fell deoc’h gouzout petra zo bet votet gant pep kannad e c’hellit kavout AMAÑ listenn an dud o deus kemeret perzh er vot.

Gourc'hemennet eo bet ar gannaded o deus kredet votiñ a-enep da guzulioù o strollad politikel gant ar gevredigezh Div Yezh. 

Saludet e vez ivez Paul Molac gant Div Yezh Breizh rak a-raok bezañ dilennet da gannad e oa bet prezidant kevredigezh kerent an hentennoù divyezhek publik : "Erfin omp lorc’h eo bet difennet ar raktres lezenn-mañ gant prezidant kozh div yezh Breizh hag a oar mat pegen a-bouez eo perzh ar skol bublik a-benn kas war-raok ar pezh-mell labour-mañ hir hag entanus da frammañ kelenn hor yezhoù er skol bublik, evit suraat e dreuzkas, e drebaderezh hag e implj er vuhez sokial."

Hag el lezenn, hag a chom da vezañ embannet c'hoazh, eo bet skrivet ivez e vo aotreet ar sinoù diakritek implijet e yezhoù Frañs, evel an dildenn war an "n" evit friaat ar vogalennoù e brezhoneg. Gellet a raio servijoù marilh ar boblañs skrivañ ar sinoù-se en dielloù ofisiel. Evit Bernez Rouz, prezidant Kuzul sevenadurel Breizh hag en deus heuliet a-dost ar pezh a zo bet anvet afer Fañch eo a-bouez e vefe sklaeraet an traoù evel-se. 

 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information