« Deskiñ ur yezh a zo da gentañ eskemm, kaozeal »

Adalek an 11 a viz Mae e c’hell an deskarded ha stajidi ar c’hreizennoù-stummañ mont en-dro da heuliañ o stummadurioù. Komzet hon eus gant Claudie Malnoë, renerez Stumdi, hag a zegemero en-dro 21 stajiad o teskiñ brezhoneg, e tri lec’h.
 

Penaos eo tremenet an traoù evit stajidi Stumdi abaoe penn-kentañ ar prantad kenfinañ ?

Claudie Malnoë : Kendalc’het hon eus an holl stummadurioù, a-bell. Implijet hon eus ur meziant a-ratozh, Discord. Ur stummer evit pep strollad, evel ma vez graet boas. Tremenet eo mat dre vras, dreist-holl evit ar strolladoù a zo gant ar stummadur barrekaat tri miz ouzhpenn. Evit ar re oa kroget da zeskiñ brezhoneg e miz Genver eo diaesoc’h ha poent bras eo evito distreiñ a-strolladoù, er c’hreizennoù. Deskiñ ur yezh a zo da gentañ eskemm, kaozeal. Setu ar pezh a zo bet graet gant 21 stajiad adalek dilun 11 a viz Mae e Landerne, Brest ha Gwengamp. Pevar devezh ar sizhun da gentañ, hag ar pempvet evit adweladennoù er gêr.

 

Penaos ho peus prientet an distro-se ?

Claudie Malnoë : Da galz reolennoù nevez hon eus da zoujañ. Dre chañs hor boa prenet taolioù unan-hag-unan e Brest ha Landerne nevez ‘zo. Aesoc’h eo pellaat ar stajidi an eil diouzh egile. Dek a dud a vo e pep sal, gant ar stummer. Evit an dud a rank ober war-dro o bugale pe ar re bresk o yec’hed hon eus dalc’het ur strollad e stummadur a-bell memestra. Ur stummer ouzhpenn a rankomp tutañ d’ober war o zro neuze.

Poan hon eus da gaout maskloù rak n’ez eus ket a stokoù evidomp war a seblant. Klask a reomp prenañ anezho a-gleiz hag a-zehou, ar pezh a ra ur sapre sammad arc’hant da zispign ouzhpenn ha spi hon eus e teuio lod eus ar stajidi gant maskloù lien rak e-mod-all e vo diaes evidomp.

 


Strizh ha liesseurt eo ar reolennoù : ar prenestrier a rank chom digor, aliet e vezomp da vont er-maez ar muiañ posubl. Labour naetaat ouzhpenn a vo ivez. E Gwengamp e rankomp paeañ unan bennak evit dilouezañ pep tra bemnoz.
Gwelet 'vo. Evit echuiñ ar stummadurioù-mañ ez aio mat, moarvat, met nec’hetoc’h omp evit an distro e miz Gwengolo. Ma rankomp doujañ d'ar memes reolennoù d’ar poent-se e vo diaes tre an traoù evidomp rak 70 stajiad nevez a zo sañset kregiñ gant o stummadur e Penn-ar-Bed, er Morbihan hag e Aodoù-an-Arvor.

Spi ho peus evit ar sizhunvezhioù da zont ?


Claudie Malnoë : Ya. Hervez ar stummerien eo tremenet mat-tre ar stummadur a-bell. Kalz traoù hon eus desket e-kerz ar prantad-se. Evel-just eo nec’het stajidi ‘zo gant o live, muioc’h c’hoazh eget kustum, met fiziañs hon eus. Tremen a raint an diplom barregezh war ar yezh (DBY) a-bell moarvat, a-benn ur miz bennak, ha d’am soñj e vo mat an disoc’hoù, daoust d’ar prantad kenfinañ.

Diaes eo bet ar prantad-se, met traoù pozitivel a zo ivez, neuze ?

Claudie Malnoë : Alies e lavaran e teu mad eus an darvoudoù gwashañ. Gwir eo e oa skuizhusoc’h evit ar stummerien kaozeal dirak ur c’hamera evel-se met desket hon eus kalz traoù. Merzhet hon eus da skouer e krede stajidi ‘zo sevel muioc’h a c’houlennoù, a-bell, goude ar c’hentelioù, eget na reont en ur sal. Aesoc’h eo evit pep hini mont diouzh e lusk ivez, hervez stummerien ‘zo.

Hag a-raok ar prantad-se, ne ouiemp kazi netra war ar pellstummañ. Meur a wech e oa bet goulennet diganeomp ha gouest e vefemp da gelenn brezhoneg da dud e broioù estren pe e kornioù all Bro-C’hall. Nac’hañ a raemp betek-henn met bremañ e c’hellimp en em soñjal.

 
L'actualité "Société" vous intéresse ? Continuez votre exploration et découvrez d'autres thématiques dans notre newsletter quotidienne.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
Bretagne
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité