Gwall skoet eo bed an embann e Breizh gant ar c’hleñved-red Covid-19

Kalz re abred eo evit ober bilañs an enkadenn met gouzout a ra an embannerien hag ar skignerien levrioù dija ne vo ket aes ar vuhez dezho zoken pa vo echu ar prantad kenfinañ. Spi o deus e vo ur youl sevenadur gant ar Vretoned hag an douristed neuze.
 


"Ne vez ket aes kousket bemnoz", eme Daniel Le Teuff, rener Coop Breizh. "Enkrezus kenañ eo rak ne ouezer ket tamm ebet pegeit e pado an traoù." E brasañ stal-skignañ Breizh evit al levrioù hag ar pladennoù eo bet lakaet an hanter eus ar c’hopridi dindan statud an dilabour darnamzer. Daou pe dri den a ya da Speied da labourat, da skouer evit prientiñ ha lakaat e kartoñsoù al levrioù prenet war al lec’hienn internet. "Div wech muioc’h a vez gwerzhet enlinenn eget boaz. Met n’eo ket trawalc’h tamm ebet da gempouezañ ar c’holl : kazi 70% a zigresk a zo war hor gwerzhioù peogwir eo serret ar braz eus ar stalioù", eme Daniel Le Teuff c’hoazh.

Eüruzamant e vez paeet gant ar Stad goproù ar re ne labouront ket, gwerzherien stalioù an Oriant ha Kemper da skouer, hag an tri gwazour kenwerzh a vez war hentoù Breizh a-hed ar bloaz evit skignañ levrioù Coop Breizh hag an embannerien all e 500 stal bennak.

Pellabour evit prientiñ pladennoù


Lod all a labour er gêr. Romain Sponnagel, hag a zo e karg eus ar sonerezh evit al label Coop Breizh en deus kendalc’het da gas war-raok raktresoù na c’hellent ket gortoz. "Just a-raok ar c'henfinañ e oa bet enrollet gant Gilles Servat e albom A cordes déployées / Lieskerdin, emezañ. Evit ar sonveskañ, hag a zo ken pouezus hag an enrolladenn evit an disoc'h, hon eus graet emvodoù e videoprezegenn dre ma ne oa ket moien da vont d'ar studio asambles. Plijet kenañ omp bet gant an doare-se da labourat:  A-stroll, a-bell, goude pep hini e-unan oc'h adselaou, o klask gwellaat an traoù. Laouen kenañ omp gant an disoc'h! Ne oa ket tu da c'hortoz fin ar c'henfinañ. »
 

Kemeret en deus skipailh Coop Breizh tro eus an enkadenn ivez evit lakaat enlinenn pladennoù kozh a oa en o c’hatalog. "400 titl nevez, eus tonaoueg sonerezh Breizh, Rock, hengounel, klasel... a-bep-seurt, hon eus lakaet enlinenn war al lec’hiennoù evel Deezer pe Spotify, a zispleg Romain Sponnagel. Pladennoù hollvrudet Red Cardell pe Didier Squiban da skouer."

Spi en dazont


"Pa welan ar youl a zo gant ar skipailh em eus fiziañs en dazont, eme Daniel Le Teuff. Er bloavezh 2019 e oa bet ur c’hresk, ha kenderc’hel a rae e mizioù Genver ha C’hwevrer. Spi ‘m eus e krogo en-dro goude ar c’henfinadeg. Evit ma ne vefe ket du-pod ar bloavezh 2020 e vefe mat d’an dud dont da vakañsiñ da Vreizh… ha prenañ levrioù diwar-benn ar sevenadur hag ar glad, al levrioù na c’hellimp ket gwerzhañ er gouelioù meur nullet, Kemper hag an Oriant dreist-holl."

Memes spi a zo gant an ti-embann kevredigezhel “Skol Vreizh”. An daou implijiad a chom er gêr, dilabour ha digollet gant ar Stad. Ur wech ar sizhun e teu unan bennak betek Montroulez da gas dre ar post al levrioù bet prenet enlinenn. "Evit ar poent, n’hon eus ket da glemm re. Bevañ a reomp diwar gwerzhioù ar bloavezh 2019, gant meur a levr bet gwerzhet mat. Met arabat e padfe."

Levrioù prest da vezañ moullet

"Prest omp da embann meur a levr nevez. Hini Francis Favereau, diwar-benn ar skrivagnerien e brezhoneg etre 1968 ha 2000, a zo prest. Ul levr-all, lec’h ma ra Yves le Bailly kinnigoù evit dazont Breizh, ha ma vo kaoz ennañ eus kentelioù an enkadenn a vevomp hiziv. Gortoz a reomp distro ar voullerien evit kas an traoù hag embann. Prest omp !"

"Daleet ez eus bet meur a raktres gant an holl. Ret e vo deomp bezañ war evezh ha kaozeal kenetrezomp evit chom hep embann re a levrioù er memes poent,
eme Daniel Le Teuff, embanner ha skigner war un dro. Met c’hoant hon eus holl gwitibunan ar memes tra : servij arzourien ha skrivagnerien Breizh. Neuze e vo aes en em glevet.”
 
L'actualité "Culture" vous intéresse ? Continuez votre exploration et découvrez d'autres thématiques dans notre newsletter quotidienne.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
Bretagne
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité