Nullet eo an holl sonadegoù hag an abadennoù. Ar c’henfinañ a zo ur mare diaes evit an arzourien dre vras. Lod a denn gounid memestra deus ar prantad-se da grouiñ hag aozañ tonioù.
Marteze ho peus bet tro da welet war ar rouedad sokial Facebook "Pleget 'm eus va c' hein rak ur bompinell"/ "Je me suis fait tout petit", kanaouenn Georges Brassens, kanet e brezhoneg gant Typhaine Corre ha sonet gant Tangi Le Gall-Carré ouzh an akordeoñs. An daou arzour, a zo klozet asambles e Plougerne (29)."C’hoant hon eus bet kinnig un dra bennak ispisial d'an dud", a lavar ar ganerez. Bezañ kenfinet en deus roet an digarez d'ar c'houblad labourat asambles war ar ganaouenn-se, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain. Sañset e sonont dirak ur publik. A-se o deus graet dirak ur webkam, evit ur publik kenfinet evelto.
Un "temz spered krouiñ"
Dibaoe penn-kentañ ar c'henfinañ ez eus bet embannet un toullad videoioù gant Tangi Le Gall-Carré war e bajenn Facebook, gant tonioù nevez savet pe nevez aozet.
Bezañ klozet a lak anezhañ "en un temz spered krouiñ", "rak n'ez eus ket gwask keñver an amzer".Boas e vezan war an hentoù, a zispleg soner arkodeoñs ar strollad fest-noz Startijenn. Kazi bep dibenn-sizhun e sonan war al leurennoù ha pleustradegoù am bez e-pad ar sizhun. Aze em eus amzer sonaozañ tonioù.
Anken evit an hañv da zont
Evit ar gomedianez ha kanerez Typhaine Corre n’eo ket ken anat. "Labourat a ran war ar c’hoariva dreist-holl. Setu eo diaesoc’h krouiñ er mare-mañ", a lavar deomp ar vaouez yaouank. Ezel eo deus strollad Ar Vro Bagan. Kalzig deizadoù en doa ar strollad c’hoariva da gaout.
Ar pezh a zo diaes evit an arzourien eo gouzout penaos e troio an traoù er mizioù a zeu. O holl deizadoù a zo bet nullet er sizhunvezhioù tremenet ha ne ouezont ket c’hoazh ma vo dalc’het ar gouelioù bras e Breizh e-pad an hañv, ar prantad lec’h ma reont darn vrasañ o c’hachedoù sañset.
Komperien ha kenlojerien
Memes trubuilhoù a zo gant sonerien ar strollad TekMao. An triad binioù bras-bombard-elektro, a ginnig ur c’hemmesk etre tekno ha sonerezh Breizh. E festoù-noz pe e "free parties" e c’heller klevet anezho sañset. Met o holl deizadoù zo bet nullet e miz Meurzh hag e miz Ebrel.
An tri soner a zo mignoned ha kenlojerien ivez, en un ti e Gwineventer (29). E-pad ar goañv e oant kroget da adneveziñ o "set", gant un hanter a donioù nevez. Profitañ a reont deus ar prantad kenfinañ da beurlipat anezho.
"Seniñ a reomp muioc’h, met pas kalz muioc’h kennebeut. Ur bern traoù hon eus d’ober setu ma gemeromp amzer d’hen ober", a lavar Gweltaz Foulon, beat-boxer ha ouzh ar mekanikoù er strollad. Sevel videoioù, enrollañ tonioù, lakat a-nevez o lec'hienn internet... Ur renabl labourioù n'o deus ket atav amzer da gas da benn boazh.
Mall pignat en-dro war al leurennoù
"Nebeutoc’h a wask hon eus dre ma ‘z eus bet nullet ar sonadegoù", a zispleg an talabarder Malo Breton. Setu ma reont nebeutoc’h a bleustradegoù. Evit Malo Gentil, soner binioù bras, n’ez eus "ket kement a awen" o vezañ klozet. A-du eo ar Malo all gantañ: "Nebeutoc'h a levezonioù deus an diavaez hon devez, gant sonerezh nevez a c'hellfer klevet e sonadegoù, kaozeadennoù hon dije gant sonerien all".
Mall a zo warno distreiñ war al leurennoù ha kinnig o zonioù nevez. Evel Typhaine Corre ha Tangi Le Gall-Carré, o deus spi e vo dalc’het ar festivalioù e-pad a hañv. "Mankout a ra deomp c’hoari dirak an dud", a lavar an tri soner yaouank, "ober un live facebook n’eus ket ar memes blaz memestra !"