Dimeurzh e oa bet goulennataet Jean-Michel Blanquer gant Bodad aferioù sevenadurel an deskadurezh er Vodadenn vroadel diwar-benn an distro-skol da vare an digenfinañ a grogo d’an 11 a viz Mae. Met piv a yelo d’ar skol adalek an deiziad-se ?
Diaes eo d'ar gelennerien gouzout. E Breizh int e vakañsoù betek ar 27 a viz Ebrel ha n'o deus ket bet resisadurioù a-berzh ar rektordi.
« Ne vo ket degemeret an holl vugale er skol adalek an 11 a viz Mae » en doa diskleriet ministr an Deskadurezh-Stad dimeurzh. Fellout a ra dezhañ digeriñ ar skolioù a-nebeudoù diouzh un deiziadur astennet war deir sizhunvezh. Da gentañ e tistroio re vras ar skol-vamm, ar re CP hag ar re CM2. Ar sizhun war-lerc’h, adalek an 18 a viz Mae, e vo tro ar c'hwec'hvedidi, an dredeidi, ar gentaidi hag an dermenidi. Hag al liveoù all ac’h adkavo o c’hlasoù adalek ar 25 a viz Mae. Posupl e vo ivez d’ar gerent mirout o bugale er gêr gant ma vo kendalc’het al labour skol dre internet.
Ur reolenn strizh zo bet embannet : arabat e vefe muioc’h evit 15 bugel dre glasad. Dav e vo da bep skol divizout penaos sevel strolladoù bihan. Er skol-vamm e vefe 10 bugel dre glasad d’ar muiañ tout evit doujañ d’ar jestroù herzel.
Diouzh ar reolenn-se e vo ar vugale pe er c’hlas, pe er gêr o labourat dre internet pe, diret, o heuliañ atalieroù sport e- kichen ar skol. Ret e vo d’al lec’hioù kelenn ober diouzh ur protokol savet asambles gant ar pennadurezhioù yec'hedel. « Ma n’int ket gouest da zoujañ dezhañ, ne vo ket aotreet ar skolioù da zigeriñ en-dro » en deus displeget ministr an Deskadurezh-Stad.
Iskis a-raok ar vakañsoù bras
Kelennerez war ar matematikoù eo Rozenn Morvan en ur skolaj e Brest. Souezhet bras eo bet o klevet Jean-Michel Blanquer embann e vefe eus an distro-skol e miz Mae. « Teir sizhunvezh vo ezhomm evit en ober. Da c'houde e vimp e miz Even. Ur miz ispisial eo evit ar vugale gant c'hwezh ar vakañsoù hañv. Lakaat anezho da labourat, ne vo ket aes ! » eme ar gelennerez.
Rozenn zo nec’het un tammig gant ar c’hleñved. « Ne welan ket penaos renkañ ar vugale en trepas, en ur lezel ur metrad etrezo. Kalz a dud a gustum tremen dre an trepas. » Er c’hlas, ivez, e vo luziet hervezi. « Me a blij din tostaat ouzh taol ar vugale evit heuliañ o labour pe sikour anezho. Penaos e rin ? Chom pell gant va maskl ? »
Betek-hen eo deuet a-benn Rozenn da virout al liamm gant he skolajidi. « E penn-kentañ ar c'henfinañ e lavare Jean-Michel Blanquer e oamp prest. Ar pezh ne oa ket gwir tamm ebet ! Eüruzamant zo deuet mennozhioù din ha deuet on a-benn d’ober un dra bennak gant pedagogiezh ». Bemdez e pellgomze d’he skolajid a-raok ar vakañsoù. « Liammoù disheñvel a zo bet krouet. » Gwell ha se : ar c’helenn a-bell a gendalc’ho goude an 11 a viz Mae.
« Doublet e vo labour ar gelennerien »
Maxime Touzé a gelenn istor. Dont a rafe en-dro d’ar skolaj d’an 18 a viz Mae. Gant an distro astennet, n’en dije nemet un eurvezh labour bemdez e-pad ar sizhun gentañ. O c’houzout e labour e tri skolaj e su Penn-ar-Bed, e tremeno muioc’h a amzer en oto evit er skol ! Abaoe dimeurzh, en deus bet tro da eskemm gant kamaladed labour. Meur a gelenner a soñje dezho e vije bet nullet ar skol betek miz Gwengolo. Hervez lod n’eo nemet an distro-skol un digarez evit lakaat ar gerent da vont da labourat en-dro. An holl a lavar e vo pe dibosupl pe start-tre an distro.
« Ret e vo deomp ober war-dro ar vugale er skol met ivez kelenn a-bell dre internet evel ma vez graet abaoe penn-kentañ ar c’henfinañ. » Ar pellabour a zo pounneroc’h evit ar vrezhonegerien. « Al lodenn vrasañ eus ar gerent ne ouezont ket brezhoneg. Ret eo bet deomp kavout diskoulmoù » Lod o deus troet poelladennoù pe displegadurioù e galleg evit lakaat tud ar vugale da gemer perzh en deverioù. « A-wechoù n’eus nemet un urzhiataer er gêr evit tri pe bevar bugel... »
Kiriegezh ar renerien
« Penaos vo graet ? » en em c’houlenn Patricia Quéré-Tassel, renerez skol Diwan Landerne. « Klevet em eus ar ministr er mediaoù met n’hon eus bet elfenn ebet, keloù ebet a-berzh ar Stad ». Ne oar ket penaos e vo doujet d’ar jestroù herzel er skol, ennañ pevar c’hlasad a ugent bugel. Da lâret eo, da skouer, 80 skoliad evit tri gwalc’heris en holl ! « Kalz energiezh a vo ret deomp kaout evit lakaat anezho da walc’hiñ o daouarn ! Ha pet anezho a doucho an dornigell just goude, hep gouzout dezho ? » Ha n’eo ket tout a-fed yec’hed. « Ha ret e vo deomp lakaat maskloù ? Da belec’h e yin da gerc’hat anezho ? Un diouer a zo. Ouzhpenn-se, em boa urzhiadet dileizhennoù hidroalkoolek a-raok ar c’henfinañ. N’em eus ket resevet anezho ! » Dindan he c’hiriegezh e vo ar skolidi. « Ni zo skolioù prevez dindan kontrad met n’omp ket kargidi. Mont a rin da labourat met arabat e vefe rebechet din traoù goude e kenkas ma c’hoarvezfe un dra bennak a-dreuz ! »
Spi zo gant an dud a vicher e vo roet dezho titouroù ouzphenn hepdale, a-benn prientiñ un distro-skol digent.