Difi zero lastez : an disprederezh raktreset, ur gevredigezh o redek war-lerc’h an deknologiezh

Unan eus ar skoilhoù brasañ e-pad an difi a oa merañ hor mekanikoù torret. Petra ober ganto ? Justine he doa ur mesker ne droc'he ket mui, ha me un urzhiater ne c'hellen ket lakaat war elum ken. Hon tech kentañ a zo bet kempenn pe lakaat da gempenn anezho. Met n'eo ket bet ken aes...

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Alies mat kempenn un ardivink a goust muioc'h a arc'hant, amzer hag energiezh eget prenañ unan nevez ! Dizoloet hon eus e oa bet ijinet un anv evit an dra-se : an disprederezh raktreset. N'eo ket tre ar fed e vez klasket berraat padelezh un ardivink o tigreskiñ kalite an tammoù. Met kentoc'h ar fed lakaat pep tra e plas evit ma vefe prenet ar poellgomzer nevez an abretañ ar gwellañ ganeomp-ni bevezerien.
Meur a strategiezh a zo. Da gentañ e klask an embregerezhioù bras e-giz Apple e vije kompliket implij sistemoù kozh. Staliañ ar programmoù nevez hag hizivadurioù a zo dibosupl. Skouer resis evidon : adtapet em eus un iphone kozh digant ur vignonez ha n'on ket deuet a-benn e mod ebet da staliañ Instagram warnañ war zigarez ne glote ket ar stumm nevez gantañ. Diaes ar vuhez !
 

Met n'eo ket un disprederezh deknikel nemetken. Rak difennet eo bet an disprederezh raktreset gant al lezenn abaoe miz Eost 2015 e Bro C’hall. Gellet a ra an neb a vez paket d'en ober bezañ kaset 2 vloaz en toull-bac'h ha kaout 300 000 euro tell-gastiz.

Gwashoc'h zo : broudet e vezomp da zilezel hor pellgomz daoust ma ‘z a mat-tre en dro! A drugarez d'ar marketing e vezomp lakaet da gavout design hor pellgomzoù divalav hag henamzerel, padal eo bet lakaet war ar marc’had tri bloaz a-raok… Anvet e vez an dra-se an “disprederezh neuz” (perceived obsolescence), talvezout a ra e seblant an objed bezañ distremenet, padal n'eo ket.
Setu penaos eo deuet an Amerikaned da erlec'hiañ o iphone pep 22,7 miz, da lavaret eo nebeutoc'h eget pep 2 vloaz !
 

Setu penaos en devo un den lambda e Bro-C'hall berniet e-korf e vuhez 8 mekanik kafe, 5 krazer bara, 5 skinwel, 20 pellgomz hezoug, 4 yenerez... Ur berniad plastik hag houarn ne vez ket adaozet evit c'hoazh, evit darn vrasañ anezhañ. Danvez prizius a vezo douaret, pe adkavet war bernioù lastez e broioù Azia ar su, pe c'hoazh e foñs ar mor.
Penaos ober neuze ? Evit c'hoazh n'eus nemet an dud ekolo, ar stourmerien, da lâret eo ar boblañs emskiant a c'hell ober un dra bennak d'e live hiniennel. Mennozh ar fab lab da skouer a zo ur skouer dreist eus an intrudu-se. Met penaos kaout un diskoulm evit an holl ? Emañ lezennourien o labourat war daou ziskoulm er mare-mañ. Hervezo e rank padusted ar produ dont da vezañ un arguzenn evit gwerzhañ. Ar pezh n'eo ket betek-henn ! Da gentañ peogwir ez eo diaes d'ar prener gouzout da vat m'eo padus un ardivink ha da eil peogwir eo izel kenañ ar prizioù, ha n'eo ket ken grevus a-se evidomp adprenañ ur mesker da 20 euro bep 2 vloaz.
 

Kinnig a reont neuze rediañ ar stalioù da hiraat padelezh ar gwarant, eus 2 da 5 bloaz, evit rediañ an embregerezh da gemer e karg ar c'hempenn. An eil kinnig a zo embann sklaer war ar produ feur kempennadur an objed, un tamm e giz al lizherenn evit ar performañs energetek.
Spi a zo da gaout gant al lezennoù nevez, met diaes eo kaout fiziañs pa weler ledander ar gudenn ! Da c'hortoz, grit eveldon, prenit ho ardivinkoù a eil dorn war Backmarket, ul lec'hienn hag a ginnig a bep seurt objedoù teknologel kozh bet kempennet a-nevez er vro.



 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information