Difi Zero lastez : ur pizza hep plastik... labour 'zo

Hor pazioù kentañ gant ar Zero lastez : goullonderiñ ar yenerezh hag an armelioù boued evit en em rentañ kont ez eus plastik e pep lec’h ! Evit reiñ muioc’h a vlaz d’an difi, netra gwelloc’h eget fardañ pizza 100% diblastik. Setu eil rann an Difi Zero lastez.

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Pa soñjer er "Zero Lastez" ez eus un dachenn a zeu war wel diouzhtu : ar boued. Bemdez, o tigeriñ ar yenerezh eo, splann e vez goloet kement tra gant plastik: an traoù gleb, ar fourmaj, ar c'hig, met zoken ar frouezh bio hag ar boued sec'h! Traoù n'o defe ket ezhomm kaout ur pakad plastik.

Un nebeud bloavezhioù 'zo e oa bet difennet ar seier plastik unimplij er stalioù. Poent oa !
Met n’eo ket trawalc’h ! Ret bremañ mont pelloc’h ha tennañ ar plastik eus ar pakadurioù boued. 

Kement tra a vez prenet en ur gourmarc’had pe dost a zo goloet gant un tamm plastik unimplij. Ma teuomp a benn da dennañ kuit ar plastik-se e vo bet graet ouzhpenn hanter al labour.
 


Er rann-mañ ec'h adkavomp hor mignonez Riwana. Labourat a ra en ur stal bio ha poan he deus da gompren perak e vez gwerzhet traoù sec'h e-barzh pakadoù plastik. Ar plastik a servij da virout e zafe ar boued da vreinañ. Met ar greun, an ed, ar c'hraoñ, ne c'hellont ket breinañ !

Awenet omp bet da skarzhañ kuit hor boubellenn blastik gant meur a hini, en o zouez Bea Johnson ha Lauren Singer. Lauren a zo ur plac'h yaouank o vevañ e New York. Krouet he deus Lauren he stal dilastez “Trash is for Tosser” ha war he chadenn youtube e tiskouez penaos erlerc'hiañ an objedoù plastik gant objedoù padus.

Evit fardañ ur pizza hep plastik ez eo da vat un avantur, ret eo bet deomp mont da beder stal disheñvel. Met talvezout a rae ar boan. An holl o deus lavaret e oa lipous ar pizza zero lastez. Setu amañ ur mennozh rekipe evit tremen e biou d'al lastez. Kalon d'ho poued !
 


 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information