Kemeret eo an diviz ganeomp : stagañ a reomp gant an difi Zero lastez ! Touiñ a reomp chom hep kuzumiñ plastik e-pad 1 miz. Met petra talvez bezañ “Zero lastez” ? E-pad ur miz e vo tu deoc'h heuliañ ac'hanomp war rouedadoù sokial F3 Breizh bep yaou ha bep lun e miz Mae.
Ni, ar blanedenn hag an ekologiezh
‘Maez ar vignoniezh, ar sonerezh hag ar video ez eus un dra a vod ac’hanomp an div : an ekologiezh. Penaos chom diseblant dirak gwalldanioù Aostralia peBrazil ? Levezonet omp gant tudennoù kreñv, evel Greta Thunberg hag he c’hoant lakaat ar pennoù bras da blegañ dirak an enkadenn ekologel treuzet ganeomp.
Klask a reomp ober hor seizh gwellañ evit tostaat eus un doare bevañ doujus eus an endro. Met ret eo deomp ansav : n’eo ket trawalc’h evit lakaat an traoù da cheñch. Diaes e seblant deomp kavout diskoulmoù fetis hag hiniennel evit mont war-raok war an dachenn-se, ken ledan ha bedel eo kudenn an ekologiezh.
Plastik, plastik, plastik…
Ha c’hoarvezet eo deoc’h leñvañ dirak ho poubellenn leun a blastik, krignet gant ar gablusted ? Deomp-ni ya !Ar plastik, gwerzhet deomp e-giz un danvez burzudus er bloavezhioù 60, a zo deuet hiriv-an-deiz da vezañ ur gudenn ramzel evit ar blanedenn hag ar morioù dreist-holl.
Petra ober? chom da leñvañ ? Morse! Biken!
Goude eurvezhioù straniñ war youtube eo deuet war wel deomp ur c’hinnig dibar evit en em zizober eus ar plastik : an difi Zero lastez !
N’hon eus ket bet ezhomm muioc’h amzer evit dibab stagañ gant an difi : ‘benn 30 devezh, gant youl ha spi, e teuimp da vezañ mestrezed ar Zero lastez !
Penaos en em brientiñ d’an difi ?
C’hoant ho peus c’hwi ivez kregiñ gant an avañtur ? Setu un nebeud kuzulioù fur :
- Kaout ur c’hompost evit fardañ rotel. Unan a oa ganeomp dija a-raok kregiñ gant an difi, ar pezh a rann dre zaou (d’an nebeutañ) ar poubellennoù. Bevañ a rit en ur ranndi? N’eo ket ur gudenn, Claire eus ar gevredigezh Côte Waste a zispleg deoc’h penaos en em dennañ :
- En em zitouriñ war ar Zero lastez. Sellet hon eus kaaaaaaaalz videoioù ha lennet pennadoù war internet evit kaout ur soñj eus petra a c’hellfe c’hoarvezout deomp ha reiñ un dalvoudegezh gwirion d’an difi. Kit da furchal war internet, ur bern traoù a zo da lenn ha da sellet!
- Cheñch ar boazioù a gemer amzer. Arabat deoc’h bezañ re strizh ganeoc’h ho-unan, n’hallit ket bezañ direbech diouzhtu!
- Have fun ! Gant ijin ha fent e vo an difi ur mare plijus a cheñcho (ul lodenn) eus ho puhez.