Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Bali Breizh e Gwened : marc'had hag Awen Brew Pub

Skipailh Bali Breizh a gendalc’h da zizoloiñ Gwened.
Ar mintin-mañ e vimp e marc’had Gwened, e lec’h ma raimp anaoudegezh gant Aymeric Bevan, soner e Bagad Melinerion Gwened.
Ur souezhadenn a zo bet prientet gantañ ha gant Thelo Mell.
 

Par Sonia Zaoumi

Mont a raimp war-lerc’h betek an Awen Brew Pub d’ober anaoudegezh gant Sylvain Deron, rener skolaj Diwan Gwened.
Gantañ ha gant Goulwena an Henaff e vo lakaet ar gaoz war ar stourm a vez douget gant krennarded Diwan evit ma vefe tu dezho tremen arnodennoù ar vachelouriezh hag ar breved e brezhoneg. Ha pelec’h eo erruet ar raktres digeriñ eil lise ar rouedad Diwan e Gwened ? Sellit ouzh an abadenn evit gouzout hiroc’h.

Pascal Lamour, soner ha skrivagner, a zesko da Yann-Herle Gourves penaos implij plant zo evit pareañ kleñvedoù pe drougoù zo.

Elodie Jaffré, kanerez ha skolaerez, a zisplego deomp penaos e implij ar c’han gant ar vugale ha peseurt perzh he deus er C’Hreiz Breizh Akademi #7.
Selaouet e vo daou don kanet ganti ha bugale he c’hlasad.

Ha c'hoariet e vo a-drugarez d'ar c'hwiz prientet gant Yann-Herle.
 
Bali Breizh e Gwened : Marc'had hag Awen Brew Pub

L’équipe de Bali Breizh continue de flâner dans Vannes.

Ce matin, nous arpenterons les allées du marché en compagnie d’Aymeric Bevan, musicien au bagad Melinerion de Vannes. Il nous a préparé une surprise avec la complicité de Thelo Mell.

Nous irons ensuite à l’Awen Brew Pub, où Goulwena an Henaff fera la connaissance de Sylvain Deron, jeune directeur du collège Diwan de Vannes. Ensemble, ils évoqueront le combat mené par les collégiens et lycéens Diwan pour être autorisés à passer les épreuves du brevet et du baccalauréat en breton.
Où en est le projet d’ouverture d’un deuxième lycée Diwan, à Vannes ? La réponse est dans cette émission.

Pascal Lamour, musicien et écrivain, apprendra à Yann-Herle Gourves comment utiliser les plantes pour guérir certaines maladies ou maux.

Élodie Jaffré, enseignante et chanteuse, nous expliquera comment elle utilise les vertus du chant avec les enfants. Elle nous parlera aussi de sa participation à la Kreiz Breizh Akademi #7.

Nous écouterons deux morceaux qu’elle interprétera avec ses élèves.

Et nous jouerons grâce au quiz préparé par Yann-Herle.