Tomaz Andre a c’hoari da redek war ar mor bras. D’e 22 vloaz, daoust ha petra a laka anezhañ da redek war ar morioù bras ? Petra eo hent ur skiper yaouank hag en deus c’hoant d’ober e dreuz er bageal a live uhel ? An teulfilm « Tomaz, Frankiz hag ar mor bras » a heuilh a dost imor ar skiper yaouank.
Ur paotr drant eo Tomaz. Goude dezhañ kaout douetañs pe poan a-wechoù o klask tresañ e dreuz er bageal a live uhel. Mont buan a laka anezhañ da vezevelliñ, dreist-holl pa ‘z a buanoc’h eget ar re all. Bezañ an hini buanañ e-touez ar re wellañ, eno emañ kreiz e volontez kredapl.
Eizh vloaz e oa pa oa deuet d’ar bageal sport, e-pad ur c’hamp hañv e brezhoneg. A-raok en doa graet un nebeut bourzhioù war optimist dija, kostez ti e vamm gozh. Savet e oa ivez e bourzh ar vag kozh ma oa e dad kabiten anezhi. Er c’hamp-se eo avat en deus santet plijadur o vont buanoc’h eget ar re all, o keveziñ ouzh tud all. Gant ar blijadur-se eo bet douget d’ober ul lise sport-studi. E 2017 en doa echu 5vet e Championad ar bed 420 en Aostralia. Goude en deus graet studioù sport, STAPS. Poagnet en deus evit bezañ dibabet evit ar c’hoarioù olimpek war ur 470, ur vag lien skañv : pa oa bet ret dezhañ distreiñ diwar an huñvre-mañ, evit poent da vihanañ, en doa cheñchet bourzh da redek war ar morioù don, en diskar-amzer 2021.
An hent hir war-zu ar Mini Transat
An teulfilm « Tomaz, Frankiz hag ar mor bras » a ginnig ar skiper yaouank en e hent war-zu ar Mini Transat. Ur redadenn dreuzatlantel eo, en e-unan, hep tamm skoazell na liamm ebet gant an douar, e bourzh bigi 6,50 metr hepken. Pep daou vloaz e vez dalc‘het. Tomaz a wel anezhi evel un nor war-zu redadegoù brasoc’h, bigi brasoc’h, Figaro ha goude Imoca, evit bevañ diwar redek war ar mor don.
Eus ur porzh d’un all, eus ur redadenn d’un all, eus miz Gouere 2022 da viz Du 2023 e laka Tomaz ac’hanomp da vevañ e blijadurioù hag e zisplijadurioù : berzh, met ivez avari, fazioù strategiezh gant ar meteo, diaesterioù arc’hant... kouezañ ‘ra hag adsevel, tapout fiziañs ennañ adarre, en em gavout gant tud eürus o sikour anezhañ. E vamm hag e dad o souten anezhañ dalc’hmat.
Voir cette publication sur Instagram
Bezañ skiper eo en em goublañ gant e vag eme Tomaz. E gamaradez vat eo Frankiz, ur Pogo 3. An holl vigi 6,50 metr n’int ket heñvel, da bep hini he ferzhioù mat hag he sioù fall, hervez an tres m’eo bet savet : gant avel dreverz ez a buanoc’h ar Maxi, en avelioù izel en em denn ar pogo 3 bravig. P’en em film o keveziñ e tiskouez Tomaz ur blijadur dreist o c’hoari gant Frankiz. Marteze e rank chom ur c’hoari evit ma vo ken kreñv e c’hoant hag e volontez. Ur c’hoari eo ma rank an den gouzout chom sipet e spered, en em soñjal mat a-raok choaz, merañ e amzer kousket, gouzañv ha padout pa vez dizamant ar mor hag an avel d’ar moraer evel d’e vag.
A-drugarez d’an droiad Figaro, mont war ar vicher buanoc’h
Tomaz zo o prientiñ ar Mini Transat met ul lagad a zalc’h war ar rumm Figaro. En droiad redadegoù-mañ eo heñvel rik an holl vigi. Redek holl gevatal, hag e avelioù cheñchus kornôg Europa, sed aze huñvre Tomaz. E-touez an tri gourfenner emañ er Challenge Spi Rannvro Breizh – CMB en diskar-amzer 2022. Skiperien anavezet mat zo paseet dre an dibab-se en e raok : François Gabart, Tom Laperche, Franck Camas, Armel Le Cléac’h… An hent buanañ eo da vont da skiper a vicher. Pep eil bloavezh e vez dibabet ur skiper da vezañ stummet ha gopret, setu n’anavez ket hemañ poan an deraouer o klask sponsorien. En dro-mañ ne vo ket Tomaz : an hini yaouankañ eus an tri gourfenner e oa ha poan en deus da guzhat e zipit.
Bevañ ar Mini Transat e brezhoneg
Deuet eo Tomaz d’ar bageal sport e-pad ur c’hamp brezhonek. D’ar poent-se e oa en ur c’hlas divyezhek. Goude eo bet er skolaj e Diwan, e Gwiseni, gant ar gweled war ar mor. Eus ar mare-se en deus soñj eus c’hoarioù gerioù kelennerien hag eus kanaouennoù. Ar c’’hoari atav hag un tamm loc’h diwar e istor a laka anezhañ disheñvel diouzh ar skiperien all. A-benn ar fin ez eo un tamm a drugarez da Diwan e c’hello ober ar Mini Transat. Liv glas ar gevredigezh a vo war e vag Frankiz en eskemm da vesenerezh embregerezhioù ha d’ur c’houlzad arc’hantiñ a-stroll. Sponsourien brevez a zeuio ouzhpenn. D’e dad eo e vag Frankiz met ur bern dispignoù zo d’ober c’hoazh : enskrivadurioù er redadennoù, dafar bageal, mont ha lojañ lec’h ma vez ar redadennoù. Kreskiñ eo kemer krog e sibloù e vuhez, sevel ur budjed a-geñver d‘ur raktrs sport, krediñ skrivañ lizhiri kendrec’hus d’an danvez sponsorien, skeiñ ouzh o dor : ul labour poanius hag ankenius da Domaz hag en deus kavet gwelloc’h atav sipañ e spered war e balioù sport.
E-pad e vMini Transat e vev Tomaz fromoù kreñv ha disheñvel. Da bempvet ec’h echu er renkadur hollek. Da 23 bloaz e chom dibistig e blijadur da c’hoari, gouzout a ra deskiñ diwar ar frapadoù diaes gouzañvet da vont war-raok. Mennet start e chom da dresañ e erv war vor, hep huñvreal e avanturioù bras pe e dremweloù bras, mes sanket don ennañ plijadur ar c’heveziñ, ar c’hoant da vont uhellañ ma c’hell, tennad ha tennad.
Da welet
« Tomaz, Frankiz hag ar mor bras », un teulfilm e brezhoneg istitret e galleg, d’ar sul 13 a viz Here da 9e55 en abadenn Bali Breizh.