VIDEO. Arzourien Plougastell hag ingalded etre merc'hed ha paotred er skolaj. Votre édition An Taol Lagad du 2 juin

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn28s
Votre édition An Taol Lagad du 2 juin 2023. ©France 3 Bretagne

Un collège de Briec a mis en place des ateliers sur l'égalité entre filles et garçons. A Plougastel, 40 artistes proposent des expositions dans leurs locaux ce week-end. Komzet 'zo bet diwar benn an ingalded etre merc'hed ha paotred e Brieg ha digor e vo atalieroù meur a arzour e Plougastell disadorn ha disul.

N'eo ket bet gwall niverus ar baotred o kemer perzh en atalieroù aozet e skolaj Pierre Stephan Brieg. Aozet int bet a-hed ur sizhunvezh, e-pad ehan kreizteiz, gant kelennerien a felle dezho lakaat ar gaoz war an ingalded etre paotred ha merc'hed, er skolaj hag er bed. Stad gwirioù ar maouezed en Iran a zo bet e-kreiz unan eus an stalioù hag a veze aozet evit ar wech kentañ. Graet e vo en-dro a-benn bloaz.

Plougastell, ledenez arzel

D'ar sadorn 3 ha d'ar sul 4 a viz Even e vo digor bras stalioù labour 40 arzour bennak e Plougastell. En em strollet eo arzourien ar vro evit diskouez o labour d'ar bourmenerien, e pep korn al ledenez. E plas kinnig an holl oberennoù er memes lec'h, evel e saloñsoù an arzoù, e vo dispaket o arz e kreizig-kreiz al lec'hioù krouiñ. "Art Ribin" eo anv an emgav nevez-se.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité