L'édition en langue bretonne se penche sur le plan de sortie de flotte qui intéresse 63 bateaux de pêche en région Bretagne et la grève à Bibus, à Brest. On parle aussi du retour du loup e Bretagne, vu par un vétérinaire. En Taol Lagad ez eus kaoz eus bigi pesketa da vezañ torret dizale abalamour int re gozh ha re goustus. Ha klevet e vez ivez soñj ar mezeg loened Guy Joncour war zistro ar bleiz e Breizh.
Casse de bateaux et grève de bus / 63 bag pesketa prest da vezañ torret
Evit respont da gudennoù ar besketaerien he deus ar Stad lakaet e plas ur steuñv da zistrujañ bigi. E rannvro Breizh ez eus bet enskrivet gant ar berc'henned 63 bag, 40 anezho marilhet e Penn-ar-Bed, ar ar pezh a cheñchfe kalz e porzhioù ar vro. Met ne vo ket arc'hant evit an holl rak n'ez eus bet lakaet nemet 65 milion a euroioù war an daol evit Frañs a-bezh.
E Brest e kendalc'h ivez an harz-labour lañset e miz Du gant ar vlenierien busoù rak ne zeuont ket a-benn d'en em glevet gant renerezh Bibus war al luskoù labour.
Guy Joncour et le loup / Ur bleiz pe meur a hini ?
Klevet ho peus kaoz morvat eus distro ar bleiz e Breizh nevez ’zo : e Penn ar Bed (e menez Are) hag en Il ha Gwilen. Ne oar ket c’hoazh an dud arbennik pet anezho a zo en un doare resis na peseurt efedoù a vo war ar vevliesseurted. Bet omp bet da welet Guy Joncour, mezeg al loened e kreiz Breizh, da c’houzout hiroc’h war an loen gouez-se.