Vous connaissez Charles de Gaulle, le résistant, général et premier président de la 5ème République. Mais connaissez-vous Charles de Gaulle, l'oncle du premier ? An Taol Lagad vous raconte l'histoire de ce celtisant. Hag anavez a rit Charlez a Vro C'hall, eontr ar rezistant, ar jeneral, bet prezidant kentañ ar pemved Republik ?
Charlez a Vro C'hall, ar barzh
Eontr ar Jeneral - memes anv ganto o taou - a gomze hag a studie brezhoneg.
Nelly Blanchard, ispisialourez war ar Barzaz Breiz he deus adkavet roudoù ar c'heltiegour a-drugarez d'al lizhiri bet kaset gantañ da Gervarker. Dre an eskemmoù-mañ en deus Charlez a Vro C'hall peurlipet e vrezhoneg.
Met ouzhpenn deskiñ ar yezh en deus graet. Ur spered a emsaver oa gantañ. Raktreset eo bet gantañ ur program politikel chomet kazi dianav, hag a zo bet a-benn ar fin lakaet e pleustr, betek an deiz a hiziv.
Charlez a Vro C'hall en deus skrivet d'ar prezidant Mac Mahon evit difenn ar brezhoneg. Met n'eo ket bet selaouet : ur bloaz goude e varv eo bet votet al lezenn Ferry e 1881.