Le bagad de la Kevrenn Sant Mark a connu des hauts et des bas, mais depuis cet été, il fait à nouveau partie de l'élite des bagadoù. Kevrenn Sant Mark zo adarre e-touesk ar bagadoù kreñvañ dibaoue an hañv-mañ.
Krouet e oa Kevrenn Sant Mark e 1947 gant Pierre Jestin ha Yann Camus, goude tarzhadenn an Ocean Liberty e porzh Brest. An daou soner a ziviz ober un droiad gant muzisianed all. An arc’hant rastellet a zo roet d’ar c’houzañverien : 26 den lazhet ha 500 gloazet. E-doug an 30 vloaz war-lec’h e vo Kevrenn Sant Mark 11 gwech kampion Breizh ar bagadoù, da geñver ar genstrivadeg aozet da gentañ e Brest ha da c’houde en Oriant. E 1977 e fell d’ar gevrenn kaout muioc’h a frankiz da implijout binvioù disheñvel. Kuitaat a ra BAS (bodadeg ar sonerion) aozer ar c’hampionad, evit distreiñ e 2008, met hir e vo an hent a-raok adkavout al live uhelañ en hañv tremenet. A-drugarez d’ul labour start ha divizoù kemeret a-stroll e ya war-raok Kevrenn Sant Mark. 80 skoliad a vez stummet er bagad hiziv an deiz. Degouezhet eo bagad Brest er rummad kentañ. Ha gouest e vo da chom ken uhel ? Krog a respont e miz c’hwevrer a zeu gant lodenn gentañ kenstrivadeg vroadel ar bagadoù.
Keleier-berr
Un devezh preder zo bet aozet dec'h e prefedti ar rannvro war ar baourentez. Kriz ar sifroù war an danvez-mañ : Breizh zo an eil rannvro er Frañs lec'h m'eo an dienez ar gwanañ, met kresk a ra a vloaz da vloaz. Ouzhpenn 11 % eus an tiegezhoù zo dindan treuzoù ar baourentez. E Penn-ar-Bed e teu muioc'h muiañ a dud da glask boued e restorantoù ar galon. E-touesk an 2600 tiegezh sikouret e Brest ganto e konter retretidi ha studierien, ouzhpenn 500 dibaoue an distro-skol.
Pannelloù heol war ar mor, biskoazh kement all ! Ne ra nemet 250 metrad karrez kreizennig heol porzh Brest, met an hini brasañ e Europa eo evit poent. Produiñ a ra ar panelloù heol 15 % muioc'h war ar mor eget war an douar, dre ma gustumont yenaat gant an dour. A-drugarez d'al liammoù plastik gweñv o flodiñ e c'hell ar panelloù gouzañv an houlenn, an tonnoù hag an avel. Ma dremen mat an traoù er bloavezh o tont e c'hellfe bezañ savet ur greizenn 40 gwech brasoc'h diwezhatoc'h, peadra da broduiñ 7 % eus an tredan a zo ezhomm evit porzh Brest.