Le 18 décembre a été choisie par l'ONU comme Journée des migrants. An Taol Lagad est allé à Hennebont échanger avec les bénévoles de Solidarité exilés. Komzet e vez eus an divroidi hag an dud a skoazell anezho e Henbont.
Dibabet eo bet an 18 a viz Kerzu gant Aozadur ar broadoù unanet (ONU) evit bezañ devezh an divroidi. Lakaat war wel perzhioù mat an eskemmoù poblañsoù dre ar bed eo pal an darvoud-se, met pouezhañ a ra ivez an aozadur etrebroadel war an diaesterioù a vez kavet war o hent gant an dud a zibab divroañ. E kalz kevredigezhioù e klasker aesaat ar vuhez evit an dud a erru e Breizh, da c'houlenn repu da skouer. Solidarité Exilés Hennebont a zo unan anezho.
Skolaj e Sun, lise war an douar bras
Ar bloaz-mañ ez eus teir skolajiadez war Enez Sun, oc'h heuliañ kentelioù Skolaj inizi ar C'huzh-Heol. Ar sizhun paseet o doa tremenet un nebeut devezhioù e Kemper evit dizoloiñ mont-en-dro ul lise bras. E lise bro Gerne ez eus 800 krennard skoliatet... seizh gwech poblañs enez Sun. Evel just eo disheñvel mat ar pezh o deus gwelet e-kerz o zroiad gant ur c'helenner.