VIDEO. Enklaskoù war genom al loened-mor ha sonerezh iwerzhonat. Votre édition An Taol Lagad du 24 février

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h02mn59s
Votre édition An Taol Lagad du 24 février 2023. ©France 3 Bretagne

Des chercheurs de Roscoff vont participer à un projet national du CNRS : étudier la biodiversité marine au niveau génétique. Et Arzon accueille les amateurs de musique et de danse irlandaises jusqu'à dimanche. / Klaskerien kreizenn biologel Rosko a gemero perzh en un enklask war ADN ar spesadoù-mor ha sonerezh iwerzhonat a glever betek disul e Arzhon-Rewiz.

Miliadoù a spesadoù bezhin ha loened-mor a zo bet studiet dija gant ar skiantourien. Hogen, anavezet e vefe ganto 10% hepken eus bevliesseurted hon aodoù hag hor morioù, rak difoc'hioù bihan a vez etre loened a seblant bezañ er memes spesad pa seller outo, zoken gant ar mikroskop. Evit mont pelloc'h e ranker bremañ studiañ genom al loened. Setu ar pezh a vo graet gant skiantourien Frañs a-bezh, war intrudu ar greizenn vroadel a glaskerezh skiantel (CNRS) hag aotrouniezh Frañs an energiezh atomek (CEA). Kregiñ a raio an enklask e miz Meurzh evit 8 bloaz da vihanañ ha meur a skiantour eus kreizenn biologel Rosko a gemero perzh.

Iwerzhon... en Arzhon

Etre an 22 hag ar 26 a viz C'hwevrer e vez aozet e Arzhon-Rewiz ar Brittany winter school : ur gouel en dro d'ar sonerezh ha d'an dañs iwerzhonat, hag a sach sonerien eus bro c'hall a-bezh. Kenderc'hel a ra ar gouel iwerzhonat a-hed an dibenn-sizhun, gant sonadegoù, prantadoù seniñ a-stroll en ostalerioù hag ur Ceili bras, fest-deiz an iwerzhoniz, disul d'abardaez.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité