Votre édition en langue bretonne vous amène à Guerlesquin pour le traditionnel championnat de bouloù-pok du Mardi Gras. Une discipline quatre fois centenaire, toujours réservée aux hommes de la commune. Mont a reomp hiziv da c'hoari bouloù-pok gant gwazed Gwerliskin. Ha komz a reomp ivez eus pesked an trovanoù e akwariom Océanopolis Brest.
Un anaoudegezh ouzhpenn mestroniet gant skipailh an akwariom Océanopolis, e Brest. Goude pemp bloaz warn-ugent a enklaskoù int deuet a benn da vouetañ ha da zerc'hel bev larvennoù pesked an trovanoù, evel ar pesked-kometenn. Posubl eo bet an araokadenn-se a-drugarez d'ur greizenn bev-pourvezioù krouet daou vloaz zo. Keloù mat evit dazont pesked ar c'herreg-koural, en arvar dre ar bed.
Bouloù-pok evit ar gwazed
Bep bloaz, evit meurzh an Ened, e vez c'hoariet kampionad ar bouloù-pok war blasenn Gwerliskin. Ur sport na vez c'hoariet nemet amañ, ha gant ar gwazed hepken. Bet eo bet Julien le Bot da welet penaos e vez lañset ar bouloù koad beuz ha plom, ha da glask kompren istor ar c'hoari, kozh a 400 vloaz da vihanañ. Skipailh an Hanternoz a zo bet trec'h, evel warlene.
Un nebeut bloavezhioù 'zo dija e oa bet displeget an hengoun-se gant skipailhoù France 3 Breizh.