Basta est une bande dessinée pédagogique destinée aux jeunes filles pour apprendre à répondre à des situations concrètes d'agressions ou de violences sexistes. Elle a été traduite en breton par Metig Jakez-Vargas. Troet eo bet e brezhoneg al levr bannoù-treset Basta, hag a sikour ar merc'hed da respont d'an tagadennoù seksist war ar pemdez.
Embann sklaer ha didro pa ne vezer ket a-du gant emzalc'h unan bennak, ha dreist-holl bezañ gouest da anaout an emzalc'hioù seksist ha da dalañ outo. Setu ar pezh a vez displeget, dre vannoù-treset, el levr Basta ! Sturlevr an emzifenn benelour evit ar c’hrennardezed (hag ar re all…). Ul levr pedagogel tre, diazezet war dresadennoù leun a liv.
Displegañ a ra ar ivez an oberenn, skrivet gant Maria Kronsky ha Marion Le Muzic ha troet e brezhoneg gant Metig Jakez-Vargas, petra eo stereotipoù jener hag an dizingalder krouet ganto.
Strategiezhioù fetis
War lec'hienn internet an ambannadurioù Goater e lenner ivez : "Emzalc’h, mouezh, kehentiñ, emzifenn fizikel… kavout a ri el levr-mañ un toullad mat a strategiezhioù evit sikour ac’hanout da vevañ dieub hag e surentez, el lec’hioù foran kement hag en intimelezh."