Heklev, c'est le nouveau site de podcasts de fictions en langue bretonne. Il a été financé en partie par la Redadeg 2022. Heklev, setu anv ul lec'hienn nevez gouestlet d'ar podkastoù faltazi e brezhoneg.
Evit poent zo un 10 istor bennak war lec'hienn Heklev. Ar pal eo lakaat 40 podkast ouzhpenn a-raok fin ar bloaz evit lakaat da vevañ pelloc'h an istorioù enrollet evit ar radioioù. Reoù Teatr Piba, Dizale pe c'hoazh Radio Kerne vez kavet war al lerc'hienn, he chomlec'h o vezañ heklevpodkast.bzh.
Keleier-berr
D’al lez-varn 'z aio Canal Ti Zef a-enep is-prefeti Brest. Penn-kentañ ar bloaz ez eus bet nac’het ur yalc’had d’ar gevredigezh brestad. An abeg : ne vefe ket bet doujet eus an emglev republikan. Digredus evit ar gevredigezh hag a ra war-dro stummañ war ar c’hleweled ha skignañ filmoù e Bro Vrest. Ar c’hastiz-se a zeu eus al lezenn disrannouriezh. Lakat a ra diaes ar gevredigezh hag he labour eme Canal Ti Zef. Divizet he deus sevel ur rekour evit reñver a c’halloud dirak lez-varn melestradurel Roazhon. Evel Canal Ti Zef, eo bet kaztizet teir c’hevredigezh all, nac’het dezho o yalc’had gant is-prefeti Brest, evit ar memes abeg.
Dibaoue un nebeut sizhunvezhioù e ranker paeañ parklec'hioù ospitalioù Morvan hag ar Gazeg Wenn e Brest. Un druez hervez ar sindikadoù : unan bennak klañv en deus da reiñ 1,70 euro bremañ pa teu da wellet ur medisin. Ha pa ranker chom meur a eurvezh, pe pa labourer a-hed an devezh en ospital e kresk buan ar fakturenn. E-touesk klemmoù ar sindikadoù : kondisionoù parkañ dereatoc'h vit ar vicherourien.