50 ans après le remembrement, une projection de photos d'époque, à Trébrivan, permet de reparler de cette épisode qui a marqué les campagnes en Centre Bretagne. Reuz a oa bet e Trebrivan evel e meur a gorn e Kreiz Breizh er bloavezhioù 1970 pa oa bet goulennet adlodennañ ar parkeier. Kemeret e oa bet poltriji gant Nicole ha Félix le Garrec.
50 vloaz 'zo oa bet reuz e Trabrivan, ur gumun vihan eus Kreiz Breizh, pa veze diskaret ar c'hleuzioù hag adaozet ar parkeier war urzh Ministrerezh al labour-douar. E miz mae 1974 e oa bet cheu da vat da vare an enklask publik en ti-kêr. Deuet e oa Nicole ha Felix ar Garreg da dennañ poltriji war ar plas, evel ma raent pa oa reuz e un tu bennak e Breizh Izel.
Poltriji kempennet
An diaporama savet gant Nicole ha Felix ar Garreg er bloavezhioù-se a zo bet adkavet ha niverelaet gant Mirdi Breizh e Roazhon. Skignet eo bet e miz Gwengolo e Trabrivan dirak ouzhpenn 120 a dud.
Un abadenn bet aozet gant ti-kêr Trabrivan evit klask lakaat un termen d'ar brezel chomet bev er gumun 50 vloaz war lerc'h. Fromet bras e oa ar re gozh koulz hag ar re yaouankoc'h.
Gellet a rafe an diaporama bezañ diskouezet e lec'hioù all er mizioù da zont.