Les 15 ans du sauvetage de la maternité de Carhaix et l'université d'été du Centre de recherche bretonne et celtique sont au programme de l'édition en breton du jour. Lidet eo bet 15 vloaz ar stourm evit derc'hel digor ar servij gwilioudiñ e ospital Karaez ha degemeret e vez tud eus ar bed a bezh e Kemper evit studiañ ar brezhoneg hag ar sevenadur keltiek.
E 2008 e oa bet hir ha kreñv ar stourm evit difenn servij gwilioudiñ ospital Karaez. Gounezet e oa bet d'ar 25 a viz Even, dirak al lez-varn melestradurel, ar gwir da zerc'hel digor ar servij. Lidet e oa bet an deiz-ha-bloaz se gant ur poltred familh e traoñ ar savadurioù. Ouzhpenn kant bugel, diwar an 3500 ganet abaoe 2008, a oa en em vodet evit diskouez pegen a bouez e oa kaout seurt servijoù yec'hed e Kreiz Breizh. Er mizioù paseet eo bet gwelet n'eo ket sur dazont ar servij gwilioudiñ, hiziv c'hoazh.
Skol-veur hañv evit un Aostralian
Un amerikanez, Iwerzhonadezed, un Aostralian : tud eus ar bed a-bezh a gemer perzh ar bloaz-mañ c'hoazh e skol-veur hañv ar CRBC, kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek e skol-veur Breizh-Izel (UBO). Heuliañ a reont kentelioù yezh, prezegennoù war an istor pe ar yezhoniezh... ha gweladenniñ a reont Breizh evit mont pelloc'h en o anaoudegezh eus ar vro.