Votre édition en breton de la mi-journée revient sur les 16èmes de finale de Coupe de France qui ont vu les défaites de Brest, Rennes et Plabennec et s'intéresse au défi du Mois sans alcool, lancé en janvier. Melldroad a zo er c'heleier, gant c'hwezhekvedennoù gourfennoù Kib Frañs ha bet omp bet ivez da welet ma vez heuliet dae ar mizvezh hep alkool kostez Brest.
N'eo ket deuet a-benn kleuboù melldroad Penn-ar-Bed da genderc'hel gant o hent e Kib Frañs ar gwazed. Na Brest, trec'het 3-1 er gêr gant Lens, na Plabenneg daoust d'he harperien niverus, n'int deuet a-benn da vont pelloc'h eget c'hwezekvedennoù gourfenn ar genstrivadeg ar bloaz-mañ. Fenoz e ouio An Oriant ha Naoned a-enep da biv e c'hoariint en dro a zeu.
Chom hep evañ e miz Genver ?
Un dae da dremen ur mizvezh hep evañ alkol a vez lañset bep bloaz e miz Genver. Klasket hon eus gouzout ma vez heuliet an "Dry January" (miz Genver sec'h !) gant an dud e Penn-ar-Bed. En ostalerioù n'int ket gwall niverus met lod a glask puraat o avu ha diskuizhañ o c'horf goude gouelioù fin ar bloaz memestra. Hag hervez ar vedisined e sikour ivez da c'houzout peseurt darempred en deus pep hini gant ar boeson, ur gwir gudenn yec'hedel e Breizh.