Gourc'hemennoù da Rozenn Milin, kenavo da Fañch Peru. Votre édition An Taol Lagad du 16 janvier.

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn26s
Edition An Taol Lagad du 16 janvier 2023. ©France Télévisions

An Taol Lagad revient, en breton, sur l'élection de Rozenn Milin à la tête du Conseil culturel de Bretagne, rend hommage à l'écrivain et militant Fañch Peru et visite le chantier d'un tiers-lieu à Quimper. Dilennet eo bet Rozenn Milin e penn kuzul sevenadurel Breizh hag aet eo ar barzh ha skrivagner tregeriat Fañch Peru da anaon.

Disadorn 14 a viz Genver e oa bet dilennet Rozenn Milin e penn Kuzul sevenadurel Breizh. Renevezet e oa bet div drederenn eus izili ar c'huzul. Ar gazetennerez ha klaskerez war an etnologiezh a vo e penn an ensavadur e-pad tri bloaz. Mont a ra da heul Bernez Rouz gant ar spi da harpañ ar c'huzul-rannvro da gas war raok sevenadur Breizh, pa vefe hengounel pe a-vremañ, hag he yezhoù.

Mont a ra ivez An Taol Lagad war-zu Kemper da weladenniñ ur chanter-skol lec'h ma labour kement a vaouezed hag a wazed. Evit degemer meur a gevredigezh ha raktresoù a-bep-seurt e vez graet labourioù en ur savadur, a-drugarez d'an AFPA. Rankout a rafe "Flux" digeriñ e miz Gwengolo.

Hag enoret e vez ar skrivagner Fañch Peru. Aet eo an tregeriad da anaon digwener. E miz Gwengolo 2021 e oamp bet da eskemm gant barzh ha stourmer bro Dreger diwar benn e zoare da skrivañ hag e awen. Filmet e oa bet ivez gant Bali Breizh un nebeut bloavezhioù 'zo. Kenavo, Fañch.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité