VIDEO. Klask zo war mistri-skol divyezhek e Breizh. Votre édition An Taol Lagad du 30 janvier 2024

durée de la vidéo : 00h04mn33s
An Taol Lagad du 30 janvier 2024 ©France 3 Bretagne

La Bretagne manque de professeurs des écoles bilingues, une nouvelle licence les y prépare à Brest. Mankout a ra mistri-skol divyezhek, setu ma 'z eo bet digoret un aotreegezh nevez da stummañ studierien yaouank.

E Frañs ez eus 48 aotreegezh a seurt-se, met n'ez eus nemet unan e rannvro Breizh hag e brezhoneg eo ! An aotreegezh PPPE (parcours préparatoire au professorat des écoles). Dre parcoursup e lakaer e anv ha digor eo d'an holl, brezhongerien pe get. Ul lodenn ar c'hentelioù, evit ar ouizhiegezhioù akademek, a vez dalc'het en Irwazh e Brest gant kelennerien hentenn divyezhek al lise. Kentelioù brezhoneg o devez ar studierien ivez, met er skol-veur ar wech-mañ, 5 eurvezh bep sizhun e bloavezh kentañ. Respont a ra d'un ezhomm e bed an deskadurezh e Breizh : 30 000 bugel a ranke bezañ skoliataet en hentennoù divyezhek hervez raktres ar rannvro, met n'eus ket nemet 20 000 hiziv an deiz. Berzh a ra ar stummadur PPPE dija, warlene o doa tost da 300 den lakaet o anv war parcoursup evit 25 plas kinniget.

Keleier-berr

Kenderc'hel a ra manifestadegoù al labourerien-douar ha liesseurtaat a ra an doareoù da stourm. Dec'h, e Kemper, o doa izili an FNSEA hag al labourerien-douar yaouank skuilhet 200 tonennad douar war an hent-tizh evit hadañ geot. Ar reolennoù war ar pradeier a zo unan ar re a c'houlennont simplaat pe zoken lemel. E fin an devezh e oa deuet rener an DDTM, servijoù ar stad evit an tiriadoù, da glask displegañ abegoù ar reolennoù-se. Goude-merenn e rankfe ar gouarnamant embann divizoù nevez evit respont d'al labourerien-douar kounnaret abaoe eizhteiz.

Livadurioù Anna Boch vez staget ouzh mogerioù mirdi Pont-Aven en devezhioù-mañ. An arzourez a vro Beljik, beajourez ha dastumerez zo unan eus harozed an impresionouriezh, lidet ganti he 150 vloaz bloaz-mañ. Kevelet gant mirdi Ostende e Bro Beljik vez dizoloet gant an diskouezadeg buhez ur vaouez modern, merket ganti fin an 19 vet ha penn-kentañ an 20 vet kantved. He doare da livañ zo bet awennet gant livourien dre boentigoù giz Paul Signac ha Jean Seurat. Div wech eo deuet Anna Boch e Breizh. Livet he deus ar maezioù hag ivez maouezed o labourat : pesketourezed ha kouerezed en o zouez. Ganti eo bet prenet taolenn nemeti Van Gogh bet gwerzet gantañ en e vev. Breur Anna Boch vez gwelet war al livadur bet prestet a-ratozh-kaer gant mirdi Orsay. Digor vo an diskouezadeg adalek disadorn.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité