VIDEO. Kleñvedoù ar pestisidoù dirak al lez-varn ha bragoù berr eus Kreiz Breizh. Votre édition An Taol Lagad du 17 mars

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn27s
Votre édition An Taol Lagad du 17 mars 2023. ©France 3 Bretagne

Un ancien agriculteur, atteint de la maladie de Parkinson, attaque la mutualité sociale agricole pour que sa maladie professionnelle, liée aux pesticides, soit mieux reconnue. A Landerneau, la 25ème foire Bio se tient ce week-end et la centaine d'exposants, comme Léonie Cabaret, se prépare. Ul labourer-douar kozh, klañv gant ar pestisidoù, a dag an MSA dirak al lez-varn evit lakaat da dalvezout e wirioù hag emañ aozerien ha diskouezerien ar foar Bio o prientiñ an darvoud, aozet e Landerne disadorn ha disul.

Yves Rannou, labourer douar e Gouezeg gwechall, a vev hiziv en ur gador ruilh, abalamour d'al louzeier kimikel implijet er parkeier. Ne oa nemet c'hwec'h bloaz ha tregont p'eo bet tapet gant kleñved Parkinson, e naontek kant c'hwec'h ha pevar ugent... ha buan en deus ranket dilezel e vicher hag e atant. Dirak lez-varn Brest e oa d'ar yaou 16 a viz Meurzh rak ne vez anavezet ha digollet e gleñved gant an MSA, surentez sokial al labourerien-douar, nemet abaoe 2021... Al liamm etre pestisidoù ha Parkinson a zo anavezet abaoe 2012 koulskoude. Met diaes eo bet evit e wreg sevel an doser, betek ma vefe sikouret gant kuzul skoazell an dud klañv gant ar pestidoù.

25vet foar bio Landerne

Disadorn 18 ha disul 19 a viz Meurzh e vo aozet gant skol Diwan Landerne ar 25vet foar bio e sal Sant-Ernel. Ouzhpenn kant stand a vo : produerien leguimaj bara pe gwin, artizaned, arzourien. En o zouez e vo Léonie Cabaret, ur gemennerez yaouank eus Plougonveur a ra dilhad dindan evit ar baotred.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité