Les cantines de Quimper pèsent leurs déchets pour réduire le gaspillage alimentaire et la toponymie côtière du Cap Sizun fait l'objet d'une conférence, dimanche, à Plogoff. E dek skol e Kemper e oa bet pouezet ar boued chomet en asiedoù evit klask digreskiñ al lastez. Ha disul e vo aozet ur brezegenn diwar-benn anvioù ar c'herreg e bro ar C'hab.
Abaoe al lezenn Egalim e rank ar pretioù-skol digreskiñ kalz ar boued a daolont er boubelenn. Produiñ an hanter nebeutoc'h a lastez eo ar pal. E Kemper e oa bet muzuliet 30% a golloù daou vloaz 'zo. Ar miz-mañ e oa bet pouezet ar poubelennoù e dek preti-skol evit klask kompren abegoù al c'holloù-se ha digreskiñ anezho. Reiñ muioc'h a amzer d'ar vugale evit debriñ ha cheñch ar meuzoù a c'hellfe bezañ mennozhioù da heuliañ.
Un anv gant pep roc'h
Hervé Thomas a anavez mat bro ar C'hab. E 2019 ha 2020 en doa graet un enklask bras evit renabliñ anvioù an holl reier war aodoù ar vro. Sikouret e oa bet gant tud ar vro, pesketaerien evel Jean Vichon ha Gaston Raoul da skouer. Disul 12 a viz Meurzh e vo aozet ur brezegenn e ti ar C'hab, e Beg ar Raz, evit brudañ al labour-se ha reiñ da anavezout ar glad-se.