46 comités de jumelages existent entre communes bretonnes et galloise, un exemple de liens entre peuples celtes qui devaient être mis en avant cette semaine lors du forum celte de Lorient. A Douarnenez, des élèves de classes bilingues attendent un remplaçant pour continuer leur apprentissage. Komzet hon eus gant izili komiteoù gevelliñ etre Breizh ha bro Gembre ha klevet hon eus fulor kerent klasoù divyezhek Douarnenez : mankout a ra kelennerien divyezhek evit o bugale.
Ur forum kelt a oa da vezañ aozet d'an 9 ha d'an 10 a viz Meurzh, en Oriant, evit lakaat en hent emglevioù kenlabour nevez etre Rannvro Breizh ha gouarnamantoù bro Gembre, bro Skos hag Iwerzhon. Daleet eo bet met aozet e vo diwezhatoc'h ha lañset mat eo al labour dija. Kreñvaat al liammoù etre ar pobloù kelt eo ar pal, un dra bennak a vez graet abaoe bloavezhioù gant ar strolladoù gevelliñ. Etre Breizh ha Kembre da skouer ez eus 46 emglev e plas.
Diouer a skolaerien e Douarnenez
Kerent skol bublik Fañch Guilhou Pouldahud, e Douarnenez o deus manifestet dimerc'her 8 a viz Meurzh dirak Ensellerezh akademiezh Penn ar Bed, e Kemper, da lavaret o fulor abalamour d'ar pezh a c'hoarvez er skol abaoe meur a sizhunvezh. Skolaer ur c'hlas divyezhek, ezvezant, ne vez ket erlec'hiet bemdez, ha pa vez n'eo ket brezhoneger an erlec'hier. Prometet eo bet dezho e vo tutet erlec'hierien divyezhek a-benn nebeut.