En ce 8 mars, journée internationale pour les droits des femmes, An Taol Lagad a rencontré des personnes qui travaillent au quotidien pour faire bouger les mentalités. D'an 8 a viz meurzh vez lidet devezh etrevroadel gwirioù ar maouezed. Bet eo skipailh An Taol Lagad da atersiñ tud hag a lak ar speredoù da vont war-raok.
Benelouriezh en deiz a hiziv
Gwirioù ar maouezed vez lidet d'an 8 a viz meurzh war ar blanedenn. Ma 'z eont war-raok, tamm-ha-tamm, eo a-drugarez da dud hag a striv war ar pemdez evit lakaat ar speredoù da cheñch. Bet eo skipailh An Taol Lagad da atersiñ kelaouennerezed, stourmerezed, kanerezed da welet petra vez lakaet e plas ganto en o labour hag en o buhez a-benn ingalaat ar gwirioù etre ar baotred hag ar merc'hed. Lod anezho a ya pelloc'h ivez : war ar jener e lakont ar gaoz. Dreist da wirioù ar maouezed e c'hell ar benelouriezh mont.