Astérix et le domaine des dieux sera le premier long métrage doublé en gallo. On en parle dans l'édition en breton, avant de s'intéresser au druidisme contemporain en Bretagne. Er film hir kentañ advouezhiet e gallaoueg e vo klevet Panoramiks o kaozeal yezh Breizh-Uhel. Hag en Taol Lagad e vez komzet ivez eus un dezenn diwar-benn an drouized a-vremañ.
Lañset eo bet mizvezh ar yezhoù e Breizh. Kantadoù a zarvoudoù a vo aozet a-hed miz Meurzh evit brudañ ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Unan diouto a oa enrolladenn ar mouezhioù gallaoueg evit "Domani an doueed". Oberenn Alexandre Astier a vo ar film hir kentañ advouezhiet e yezh Breizh Uhel. Komedianed nevez a zo bet degemeret gant ar gevredigezh Dizale hag a lak filmoù e brezhoneg abaoe ouzhpenn ugent vloaz.
Drouized ha drouizerien
An drouized a-vremañ a zo disheñvel mat eus re an henamzer hervez Gregory Moigne, klasker e Skol-veur Breizh-Izel (UBO), e Brest. Studiet en deus al luskadoù liesseurt-tre a embann ez int drouized hiziv an deiz ha savet en deus un dezenn evit klask displegañ o obererezh hag o mont-en-dro. Bet omp bet da eskemm gantañ evit kompren gwelloc'h petra eo bezañ drouiz.