Dans l'optique des Jeux olympiques de Paris en 2024, le gouvernement et les fédérations sportives promeuvent le sport, notamment dans les résidences pour personnes âgées. Une expérimentation est en cours dans le Finistère. Côté petite enfance, une crèche en breton doit ouvrir à Brest en septembre. Sport a vez kinniget e meur a annez evit ar re gozh e Penn ar Bed... hag ar vagouri e brezhoneg a vo digoret e Brest e miz Gwengolo.
Plantañ sport e tiez ar re gozh : nevezintioù dic'hortoz a vez diwar aozadur c'hoarioù olimpek Pariz e 2024. Klask a ra Ministrerezh ar sportoù ha meur a federasion broudañ ar sport e pep keñver. E tiez ar re gozh ar vro da skouer. E Penn-ar-Bed e vez kinniget kentelioù sport, marc'h-houarn dredan pe gym, bep sizhun e meur a Ephad. Dont a ra kelennerien ha plijadur a vez war a seblant gant an annezidi, evel Roger.
Jibidi, brezhoneg er vagouri e Brest
E Gwened, Naoned, Roazhon ez eus magourioù e brezhoneg dija abaoe ur pennad. E miz Gwengolo e rankfe unan digeriñ e Brest. 15 bugel a vo degemeret e Jibidi, ul lec'h meret gant ar gevredigezh Sked. En ul lodenn dilezet eus skol publik Kerargaouiat, e Kerbêr, emeur oc'h ober labourioù evit ma vefe prest al lec'h goude an hañv. Klask a zo war ur rener evit ar framm nevez-se.