Bep bloaz e vez aozet prizioù dazont ar brezhoneg gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Teurel a reont sklêrijenn ouzh ar gwellañ krouidigezhioù e brezhoneg er bloaz paseet. Evit gouzout disoc’hoù ar Prizioù 2023 notennit a-vremañ daou emgav : d’ar Sadorn 1añ a viz Ebrel da 8e30 war france.tv ha da 0e15 war France 3 Breizh.

Deuet eo poent ar Prizioù adarre ! E Roazhon e vo dalc'het ar gouel ar bloaz-mañ. Teurel a reont ar Prizioù sklêrijenn ouzh ar gwellañ krouidigezhioù e brezhoneg er bloaz paseet. Roet e vez ar garedonoù-se da dud prevez, da gevredigezhioù, da embregerezhioù pe da ensavadurioù o deus lezet ur merk en neveziñ e brezhoneg.

Juri ar Prizioù a oa en em vodet 'nevez zo evit ur videoprezeg evit gouzout piv a vefe dibabet. Setu al listennad.

Skignet e vo an abadenn d’ar Sadorn 1añ a viz Ebrel da 8e30 war france.tv ha da 0e15 war France 3 Breizh.

1  Rummad kevredigezh

  • Bannoù-Heol - evit bezañ embannet « Ar Marc’h Dall ».
  • Les Chats cosmiques evit ar c’hoari lizherennoù « Brezhle », un doare Wordle e brezhoneg.
  • Kevre Breizhat ar mell-droad gouezelek evit brudañ ar mell-droad gouezelek e brezhoneg.

2 Rummad levr faltazi

3 Rummad strollegezh

  • Paimpol evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 2.
  • Plougastel-Daoulas evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 3.
  • Rostrenen evit bezañ lakaet ar brezhoneg en a-raok er gumun.

4 Rummad kleweled

  • Buhez ar Sant sevenet gant Riwal Kermarrec ha Yann-Herle Gourves (24x3 mun. France 3 Breizh). heuliad sevenet gant Riwal Kermarrec ha Yann-Herle Gourves (France 3 Breizh). Buhez ar sent breizhat, kontet en un doare fentus ha diseven.
  • Disoñjal sevenet gant Madeleine Guillo  (18 mun. All In One Production / Abordage Films). Kontañ a ra ar film istor koll ar brezhoneg dre istor ur vamm hag he mab.
  • E Jardrin ur Stourmer sevenet gant Mikael Baudu (52 min. France 3 Bretagne). Testeni ha dielloù evit kontañ buhez Martial Ménard, ur yezhoniour meur aet da anaon e 2016.

5 Rummad embregerezh

  • Breizh Odyssée - Ul lec’h sevenadurel e Landevenneg en deus troet e lec’hienn internet e brezhoneg.
  • L’école de broderie de Pascal Jaouen evit an dibunadeg « A galon » hag ar c’hentelioù brezhoneg aozet evit implijidi an embregerezh.
  • Ouest-France evit bezañ lañset un heuliad podkastoù e brezhoneg, anvet « Eus ur remziad d’egile ».

6 Rummad pladenn kanet e brezhoneg

7 Catégorie brittophone de l’année

  • Alvan hag Ahez evit bezañ bet kanet e brezhoneg en Eurovision.
  • Jean-Patern Ars evit bezañ oberiant war ar c’helenn e brezhoneg e Noal-Muzilheg hag e bed ar c’hoariva.
  • Loeiza an Duigou a zo ur skrivagnerez yaouank e brezhoneg.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité