Votre édition en breton revient sur deux actualités du week-end en Bretagne : le rassemblement de soutien aux journalistes du Poher Hebdo, menacés ces dernières semaines, à Carhaix, et les internationaux de Bretagne de back-hold, la lutte écossaise, à Langueux. Etre Karaez lec'h ma oa bodet kantadoù a dud evit diskouez o skoazell d'ar Poher Hebdo, ha Langaeg, gant ur c'hampionad back-hold emañ An Taol Lagad hiziv.
Dilezet eo bet ar raktres Horizons, hag a ginnige degas buhez en-dro e bourg Kallag, da skouer en ur zegemer repuidi, met kenderc'hel a ra d'ober trouz er vro. Abaoe ar stourm etre eneberien ha skoazelloù an ti-kêr war ar raktres-se e vez lakaet gwask war gazetennerien ar Poher Hebdo, kelaouenn sizhuniek kreiz-Breizh.
Meur a wech en deus ar skipailh, hag e rener Erwan Chartier, resevet posteloù pe pellgomzadennoù gourdrouz. Unan diouto en doa diskleriet e oa bet plantet ur vombezenn er burevioù zoken.
Disadorn e oa bet galvet an dud d'en em vodañ evit diskouez o skoazell d'ar gazetenn, dirak ti-kêr Karaez, nepell diouzh sez ar Poher. Kantadoù a dud, kazetennerien en o zouez, a oa deuet.
Reiñ lamm gant daouarn stag
Nerzh ha youl a oa war ar palennoù disadorn e Langaeg, e-kichen Sant Brieg. Evit 20 vet abadenn ar c'hampionad etrebroadel back-hold, kenderv skosad ar gouren, e oa bet 240 paotr ha plac'h o kenstrivañ, ur c'hard diouto deuet eus broioù estren : Island, Sardignia, ha bro Skos evel-just.