La radio associative Arvorig FM diffuse, en breton sur le Nord-Finistère. Elle s'est récemment dotée d'un studio mobile qui doit lui permettre d'aller encore plus au contact de ses auditeurs. Et dimanche, le festival Sell 'ta (Regarde !) fera la part belle aux livres et aux films en breton, au Relecq-Kerhuon. Ur genurzhierez nevez hag ur studio fiñv a zo gant Arvorig FM. Peadra da reiñ ul lañs nevez da "mouezh bro Leon" war ar skinoù. Ha prest eo aozerien ar gouel sevenadurel Sell'ta evit degemer an dud er Releg-Kerhuon.
Abaoe 1998 e vez komzet brezhoneg d'al leoniz gant Arvorig FM war ar frekañs 91.7. Skignet e vez an abadennoù enlinenn ivez bremañ ha kalz raktresoù a zo gant ar skipailh hag ar genurzhierez nevez, Pauline Daniel. Ur studio fiñv a zo bet prenet a-drugarez d'ar Redadeg ha dizale e c'hello ar skipailh mont da enrollañ abadennoù tostoc'h c'hoazh diouzh ar selaouerien. Graet e vo d'ar sadorn 11 a viz Meurzh e Gwiseni da skouer.
Peadra da welet er Releg
Un emgav sevenadurel nevez eo Sell 'ta ! Aozet e vez abaoe 2022 gant Skolarn, kevredigezh kerent skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon. C'hoant o doa diskouez d'ar skolajidi pegen pinvidik eo ar c'hrouiñ e brezhoneg, hag e Breizh dre vras : levrioù, filmoù advouezhiet, poltriji hag ur bern traoù all a vo da welet ha da glevet, disul a-hed an devezh, e sal an Astrolabe.