VIDEO. Hentoù stanket, bigi distrujet ha kranked o vont diwar wel. Votre édition An Taol Lagad du 16 mars.

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn27s
Votre édition An Taol Lagad du 16 mars 2023. ©France 3 Bretagne

Alors que la mobilisation contre la réforme des retraites continue en ce jour de vote au Sénat et à l'Assemblée nationale, An Taol Lagad s'interroge aussi sur la raréfaction des crabes dormeurs en Manche. Hentoù ha porzhioù stanket gant eneberien reform al leveoù, bigi pesketa gant o beaj diwezhañ ha kranked o vont war rouesaat, setu roll ar c'heleier e brezhoneg hiziv.

E-kerz mintinvezh ar 16 a viz Meurzh eo bet degemeret raktres lezenn ar gouarnamant evit adoazañ ar sistemoù leveoù gant ar Sened : 193 mouezh a-du, 114 a-enep hag 38 neptu. Goude-merenn e voto ar gannaded hag evit goulenn diganto nac'hañ ar reform-se e kendalc'h an eneberien gant ar stourm, da skouer en ur stankañ hentoù pe lec'hioù a-bouez evit mont en-dro an ekonomiezh. Porzh kenwerz Brest a zo bet stanket, hag hini an Oriant ivez.

Da belec'h eo aet ar c'hranked du ?

Abaoe meur a vloaz e teu an traoù da vezañ diaesoc'h-diaesañ evit ar besketaerien a gustume pakañ kranked-du e Mor Breizh. War rouesaat eo aet ar c'hresteneged ha kalz bigi a zo chomet a-sav gant ar vicher abalamour da se. Klask a ra an dud a vor ha skiantourien an Ifremer gouzout perak e chom ken nebeut a granked er mor. Un arvevad (parazit) nevez a lazhfe al loened ? An hin o cheñch ? Kroget eo an enklask met diaes ar jeu dija evit ar besketaerien e Rosko ha Mogerieg.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité