Les associations de défense de la langue bretonne alertent sur le faible nombre de filières bilingues breton-français ouvertes à la rentrée. Et les écoles Diwan seront représentées sur la Mini-Transat. N'ez a ket an hentennoù divyezhek war an hent mat, hini an 30.000 bugel e 2027, hervez kevredigezhioù ar c'helenn diyezhek. Hag ar skolioù Diwan a vo war lienoù ur vag er Mini Transat.
"Ne vo ket posubl skoliata 30.000 bugel e hentennoù divyezhek Breizh ma heulier an hent-se", hervez ar c'hevredigezhioù kerent ha kelennerien, Kelennomp ! en o zouez. Ne oa bet digoret nemet peder hentenn nevez e skolioù publik akademiezh Roazhon en distro-skol. Koulskoude e oa bet lakaet palioù uhel gant ar c'henemglev sinet e 2022 etre ar Stad hag ar Rannvro. Enebiezh a vefe savet e kalz skolioù betek lakaat ar raktresoù digoradurioù da vont da netra. Un hentenn e Il-ha-Gwilen, unan-all er Faoued er Morbihan, ha div e Penn-ar-Bed (Plouarzel ha Kraozon) : setu tout. Gellet a rafe ar c'hevredigezhioù tagañ ar Stad dirak ar Justis ma n'ez a ket an traoù war raok buan.
Diwan war ar meurvor
E fin miz Eost e oa bet badeziet ar vag Frankiz e porzh Brest. Ur vag 6,5 metrad hed hag a redo ar Mini Transat adalek fin ar miz, gant Thomas André ouzh ar stur. Ar martolod yaouank, bet skoliatet er skolioù Diwan, a zo bet sikouret gant ur prantad arc'hantaouiñ a-stroll evit lakaat livioù ar rouedad kelenn war e lienoù. Loc'hañ a raio ar redadeg eus porzh ar Sabr, er Vande, d'ar 24 a viz Gwengolo.