Tous les ans, en novembre, le festival Deus 'ta met en lumière la culture et la langue bretonnes aux Capucins, à Brest. Il y en aura pour tous les goûts, samedi 4 et dimanche 5 novembre. Plijadur a vo evit an holl, e Brest, disadorn ha disul, gant ar gouel Deus 'ta !
A vloaz da vloaz e teu ar gouel Deus 'ta da vezañ un emgav a-bouez evit diskouez birvidigezh sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e bro v/Brest. Ar bloaz mañ c'hoazh, disadorn 4 ha disul 5 a viz Du e vo klevet sonerezh da zañsal, tonioù da selaou hag abadennoù evit ar vugale e plasenn vras ha gwarezet ar Gapusined, e Brest.
Evit ar fest-noz e vo klevet Beat Bouet Trio, Startijenn hag Gwenfol. Ha d'ar sul vintin e kano Jakez ar Borgn evit kantadoù a vugale o deus pleustret gantañ er sizhunvezhioù tremenet evit bezañ prest evit an devezh bras. Tonioù ar bladenn "Reuz e Brest" a vo kinniget war al leurenn.
Ha goude-merenn e vo peadra da vouetañ an divskouarn kurius gant tonioù rap Plouz&Foen ha kanaouennoù gwregelour Kaolila.
Keleier berr-ha-berr
En Taol Lagad e komzer ivez eus ar savadurioù gwallgaset gant an amzer fall war an arvor, e Konk-Leon hag e enez Sun da skouer.